Dediañ Pepper ha Carrot

Setu troioù-kaer Pepper, un danvez sorserez un tamm diampart met lemm he spered, ha Carrot, he c’hazh orañjez, gwidreüs un tamm hag ur penn farsour anezhañ!
Ganet e spered David Revoy e oa posubl, betek-henn, kavout hon daou haroz war internet hepken. E brezhoneg d’an nebeutañ. Setu bremañ o zroioù-kaer war baper!
Ha diwallit, n’int ket deut o-unan: Sorserezed, ur c’hazh-nij, un aerouant-vuoc’h, hag ur bern boudoù hud c’hoazh a zo war o lerc’h.
Da lenn nemet ma n’ho peus ket aon da vezañ strobinellet!

Degas a ran da soñj deoc’h e vin d’ar Sadorn 29 ha d’ar Sul 30 e Gouel al levrioù e Karaez evit dediañ ma zroidigezh eus Pepper ha Carrot. Deuit ‘ta da varvailhat ganin :)!

 

Skrivañ (e brezhoneg) hiziv

Stefan6Pell zo ne oan ket bet gwelet ouzh ar skinwel. Ar wech diwezhañ a oa bet da-geñver ar Prizioù e deroù 2015. O krenañ e oan bet evel ur barr delioù a-raok bezañ gwelet e-tro div vunutenn d’ar muiañ. Soñjit ‘ta e pe stuz e oan pa oa deuet Corinne ar Mero eus LB Krouiñ da c’houlenn ouzhin kemer perzh en abadenn Bec’h de’i a vefe gouestlet d’ar skrivañ ha d’an treiñ e brezhoneg!

Anzav a ran ne’m boa ket asantet kerkent. Ma spont da lavaret traoù dister a oa ken kreñv hag an hini da skrivañ traoù dister. Ha goude bezañ komzet gant ma gwreg, gant mignoned ha mignonezed (Ra vefont benniget gant Doueoù ar seizh plijadur warn-ugent!) em boa graet ma soñj mont. Goude-holl, kustum on d’ober al lu ouzhin ma-unan, d’ar gwashañ em befe tennet da’m aktor patrom (pa oan krennard) JCVD, debriñ a ran fav-glas ivez.

Continuer la lecture de « Skrivañ (e brezhoneg) hiziv »

An ti gwenn war Al Liamm 415

Laouen on o kemenn deoc’h ez eo bet embannet ma berrdanevell An ti gwenn war niverenn 415 Al Liamm. Emichañs e plijo deoc’h.

Al Liamm niverenn 415

Gant an nevezamzer eo anvioù a bep seurt a vez kavet a-hed ar pajennoù gouestlet d’ar barzhonegoù ha d’an danevelloù. Anvioù anavezet evel M. Glanndour, I. Couée pe Gervalan mui reoù all evel L. Guidou-Araujo ha Y. Reun evit lodenn ar varzhoniezh.

An tudennoù a vev en danevelloù a zo liesoad : bugale, krennarded, tud deuet pe reoù gozh. Balthazar war dec’h gant P. Rannou, Peder eur binijenn gant Y. Gerven, An ti gwenn gant S. Carpentier, La Manita gant G. Denez, Ma amzer er bed all gant J. Leclerc de la Herverie ha Tammoù drailh gant PA Bonnin : c’hwec’h danevell a gas al lenner da heul tud ordinal pe souezhus, fentus pe skrijus, poellek pe digempouez.

Gant komzoù Ronan hag Anna Debel dastumet gant M. Bramoullé e veajer, war droad e Galiza dindan an heol tomm Camino Anna.

30 vloaz zo eo aet Maodez Glanndour, barzh, prederour ha teologour da Anaon. Riwal Huon a ginnig deomp ar Breizhad-mañ (1909-1986). Maguy Kerisit a zo aet war roudoù ar barzh Gérard Le Gouic, bet ganet e1936 ha dianav da galz.

Troet en deus N. Baxter un danevell sebezus savet gant Séchu Sende : Ar plac’h a werzhe gerioù. Ya, mont a reer tre en ur stal c’herioù !

Adkavet e vo evel da gustum teir lodenn an Heklev Sevenadurel :  A-dreuz lenn  – Petra nevez ? ha Notennoù. Ul lennadenn a-feson.

Morgan Tremel