Skrivañ evit gouzout piv oc’h

IMG_1353Ur pennadig zo em boa savet un notenn amañ goude bezañ kollet ur restr e oa ennañ deroù un danevell. Mallozh ruz! e lavaren neuze.

Ne oan ket aet gwall bell gant an danevell-se. Ouzh ma gortoz emañ ma c’harned Moleskine. Ouzh ma gortoz emañ Grival. Gortoz a ray c’hoazh. Pegeit? Ne ouzon ket re.

Lennet em eus kalz diwar-benn ar sevel romantoù ha berrdanevelloù. Ar pezh a felle din gouzout eo penaos o devoa graet — pe a ra — ar re all, ar skrivagnerien hag ar skrivagnerezed brudet. Kentelius eo bet. Meur a skol zo, meur a ali, meur a guzul, meur a… bep tra. Koulskoude e-touesk an holl alioù-se e teu un nebeud reolennoù boutin:
Continuer la lecture de « Skrivañ evit gouzout piv oc’h »

Pa gavan hir ma amzer burutellet el Liamm

Ur blijadur eo bezañ embannet, ur blijadur vrasoc’h bezañ lennet, ha brasoc’h plijadur eo c’hoazh pa vez barnet ken mat ho labour gant unan bennak. Evidon-me aze n’eo ket eus un nep piv bennak ez eus anv, eus Malo Bouessel du Bourg ne lavaran ket.

Anavezet e oa Stefan Carpentier dre e verrdanevelloù bet embannet el Lanv, el Liamm hag e Gripi. Gant e deskad Pa gavan hir ma amzer e teu war-wel danvez ur barzh gwirion kenkoulz all.

E skrid-barn zo da lenn e niverenn 409 Al Liamm. Dre m’eo sichant tud Al Liamm e c’hallit lenn pajennoù an Heklev sevenadurel evit netra en ho lec’hienn aze. (Evel-just ne c’hallan nemet hoc’h aliañ da goumanantiñ).

 

And the dalek said…

ProcrastinateEvit ar re a glaskfe gouzout petra e teuan da vezañ ha war betra emaon o labourat… Daouhanteret eo ma spered. Daou romant zo e go. Ne ouzon ket pehini sevel da gentañ. Disheñvel bras an eil diouzh egile, neuze pe n’on ket evit dibab e tijanan (gouez da Vartial).

Etre Fringe ha Nikolazig ar broioù tomm e rannan ma amzer o c’hortoz n’onn dare petra da’m lakaat da stagañ da vat gant an eil pe egile.

Evit ar re a savfe c’hoant dezhe da reiñ o ali din, sed an dibab:

1- Ar romant a gontfe avantur kentañ Grival an hudour;

2- Ur romant eee en amzer vremañ pell eus ar pezh on kustum da skrivañ, netra a voliac’hus ennañ.

Keno tudoù ha ken ar c’hentañ!

 

 

 

Pennad-kaoz e Radio Kerne

Aterset on bet hirie gant Laetitia « he mouezh flour » Fitamant (ya gouzout a ran e ra sot pitilh un tamm met e-giz-se emañ, setu eno!) eus Radio Kerne diwar-benn ma barzhonegoù. Skignet e vo dimeurzh ha lakaet enlinenn amañ pa c’hallin 🙂 Evezhiadenn : da selaou amañ dindan

image
Luc’hskeudenn gant Jean-Marie Renault

 

Pa gavan hir ma amzer

A-benn nebeut e c’hallfet kavout ma zorkad barzhonegoù er stalioù-levrioù a-zoare (evel-just). Da c’hortoz, setu ar golo hag an tamm testenn er golo pevar.

Ganet eo bet Stefan Carpentier e korn-bro Pariz e 1975. Gant Danvez Breizh eo e voe sachet e evezh war-du Breizh en e amzer skolaj. Eno e reas anaoudegezh gant sonerezh Stivell, Malicorne ha Tri Yann. E 1995, tapet e vachelouriezh gantañ, e reas e soñj mont da Vreizh da zeskiñ brezhoneg e Skol-Veur Roazhon 2.
Berrdanevelloù gantañ zo bet embannet el Lanv, el Liamm hag e Gripi. Kinnig a ra amañ e dorkad barzhonegoù kentañ, skrivet an darn vrasañ anezhe “pa gave hir e amzer” ha pa n’en devoa, ouzh ar bed, remed all ebet.

Flik ha flok ha plik ha plok
Gwerenn ar prenestr

oc’h eostiñ daeroù hañv

Ar skrin el Liamm niverenn 406

Al Liamm 406
Al Liamm 406

Ur blijadur eo din reiñ deoc’h da c’houzout ez eo bet embannet ma berrdanevell voliac’h Ar skrin e niverenn diwezhañ Al Liamm.

Lazhañ a reas ar c’heflusker hag e laoskas ar c’harr da vont a-rod-laosk, dic’houloù. Sklaer e oa al loar ha digatar an oabl. Ur c’hant metr bennak diouzh an ti e parkas e garr, war ribl an hent, e skeud iskis ur c’hoadig. Diskenn a reas hag ez eas betek ar c’houfr. Kregiñ a reas en e sac’h. A-raok mont gant ar wenodenn a gase a-dreñv an ti e stagas e lamp ouzh e c’houriz.

Dre ma ’z ae etre ar gwez e selle ouzh o delioù ken glas war an deiz ha ken gris bremañ dindan liñsel an noz. Erruout a reas gant gwrimenn ar c’hoad ha gant ar voger a gelc’hie an dachenn. Daou vetr a uhelder d’ar muiañ, netra evitañ. Stardañ a reas e sac’h-kein outañ ha lammat. A-vec’h ma stokas e dreid ouzh al leton ma rede betek an ti. Ur c’hazh n’en dije ket graet nebeutoc’h a drouz.

Hervez tres an ti e oa diouzh tu ar gegin. Teuler a reas ur sell dre an nor werennet. Sioul e oa pep tra. Ne gollas ket amzer hag en em roas da c’hrimandellañ an dorzhell. Ne badas ket pell an abadenn. En em silañ a reas e ti an urisinour. […]

Ma fell deoc’h gouzout petra a c’hoarvez goude, n’ho peus ken nemet mont da brenañ niverenn 406 Al Liamm.

Koumanantiñ ne vefe ket ur soñj fall kennebeut. Ha ma n’eus ket plas ken en ho levraoueg e kavot plas emichañs en hoc’h urzhiataerez, un alc’hwez usb pe ur bladenn bennak. Gwelit aze, hag aze ivez.

Mallozh ruz!

An deiz all em boa graet ma soñj adstagañ gant Al liorzh vurzhudus (titl da c’hortoz) ha me da glask pelec’h an diaoul em boa lakaet ar restr. Aet an tenn er c’hleuz! Ret eo anzav ne’m bez ket a chañs gant an urzhiataerioù. Alies-mat e vanont sac’het, pe neuze e kollan ma restroù dre vurzhud (eee… dre ober sotonioù) pe , ur wech lakaet pep tra en ur bladenn kalet diavaez ez a homañ da netra, rasket he memor a-daol-trumm. Un dismantr spered!

Un dra all a zo ivez gant seurt benvegoù: an diduelloù, an traoù da abuziñ an amzer (Twitter, Facebook, Youtube…). Alies-mat ivez ne oa ket peurskrivet ma frazenn gentañ ma’z ae ma spered d’ober un droiad da lec’h all. Dreist-holl pa veze diaes an eil frazenn da sevel.

Poent e oa ober un dra bennak.

Dre chañs em boa soñjet e se ur mare zo ha moullet em boa kement a oa enrollet em urzhiataer eus an danevell-se, ha prenet ur c’haier bras da heul evit delc’her da vont. Ne’m eus ket kollet pep tra eta.

Aon am eus avat, mar krogan adarre da skrivañ gant an ardivink-se, da goll pep tra en-dro. Chom a rin gant ma c’haier ha ma stilo, paneveken amzer din da skrivañ ar stumm kentañ eus an danevell. Goude e vo gwelet.

Setu eta da betra e tenn ma burev adalek bremañ

Ma burevN’eo ket gwall vrav al luc’hskeudenn peogwir eo marv ivez hol luc’hskeudennerez ha kozh a-walc’h eo ar bellgomzerez hezoug am eus tennet ar poltred ganti. Pa lavaran deoc’h ne’m eus ket a chañs!

Ar c’harned a zamwelit aze zo ur Moleskin engravet warnañ ar Menez Digenvez ha Smaug diouzh tresadenn J.R.R. Tolkien. Profet eo bet din gant ma gwreg karet. Mil drugarekaat dezhi!

Skeudennoù

Er mare-mañ, pa n’on ket evit skrivañ, e lennan kalzik. Gant daou levr emaon aze, hini eñvorennoù Jarl Priel, evel m’eo divinet ganeoc’h emichañs, hag hini Fañch Peru, Kan ar stivell (a rin ur pennad diwar e benn evit Bremañ). N’eo ket gant hemañ diwezhañ ez eo bet broudet ma spered, gant an hini kentañ ne lavaran ket.

Evit lenn e vez ganin ur geriadur pe daou war-hed dorn, ur c’harned hag ur stilo. N’on ket evit lenn e brezhoneg en un doare all. Kement-tra ha n’anavezan ket a notan war ar c’harned, da c’hortoz kemer amzer da lakaat pep tra em urzhiataer goude. Gwech a vez e notan pennadoù zoken, an doare da daolenniñ un den,  un ti, ar maezioù pe ar mor… Ma, an deiz all e tegouezhis gant an droienn chom ken didrouz hag ur pakad gwinizh.

ha me da chom ken didrouz hag ur pakad gwinizh, gant va fenn stouet ganin a-us d’ar mor.

Ha kerkent e soñjis : « Ha piv e-touesk ar re yaouank o chom e kêr a gomprenfe ur seurt tra ? » Re wir pa soñjer. Lakaomp e vefen-me ur skrivagner eus ur bannlev bennak. Petra a anavezfen diwar-benn ar gwinizh ? Marteze a-walc’h e teufe ganin ur bomm evel : « ha me da chom ken didrouz hag ur bloc’h beton ».

Marteze, gwechall-gozh em bije gallet lavaret : « hag e prederie ken na zivogede e zivskouarn evel ur marc’h-du ». Ma lavarfen se bremañ ne vefe ket diamzeriet un tamm ?

Hag aze e teu soñjoù all : penaos komz ur brezhoneg « pobl » hep ober gant ur yezh diamzeriet, ur yezh ha na zeufe ket a-benn da reiñ ur soñj da intent peogwir e rafe gant kodoù aet da gozh ? Hag ivez penaos skrivañ, pa lavaran skrivañ ez eo un oberenn lennegel, hep ober gant ur yezh stereotipet ? Mat eo gouzout troioù-lavar ha troiennoù « kozh » met ret eo ober gante seul taol ma terefent, ma klotfent gant an degouezh ?
Lennet em eus meur a wech traoù Jules Gros. Dalc’hmat gant ar memes plijadur, hag e rin c’hoazh. Moarvat ne zeuin ket a-benn da zelc’her soñj eus kement tra zo bet dastumet gantañ. Traoù zo a gavan implij dezhe bemdez, traoù all avat…
En ur romant, en ur pezh-c’hoari, e barzhonegoù… ha plijout a rafe din e gwirionez, a levr da levr, a skrivagner da skrivagner, ha plijout a rafe din adkavout ar memes pozioù, ar memes bommoù lavar ? Ne gav ket din.
Ar pezh a c’hallomp ober avat ez eo tennañ kentel, tennañ splet, tennañ hon mad eus seurt dastumadoù evit ijinañ skeudennoù all, troiennoù all, troioù-lavar all e-lec’h sonnañ hon yezh.

Soñj am eus, pa’m boa bet da reiñ dorn da dreiñ levr Haroutioun Mertchian (Steudad an Ankoù) e oan en em gavet gant « il avait perdu toute notion du temps ». Ha paket e oan brav. Ne oan ket evit ober ma soñj treiñ an dra-se evel-henn : « kollet en devoa pep meizad eus an amzer. » Ne gavan nep ster d’ar frazenn-se ouzhpenn bezañ vil. Turiet em eus ma spered ha troet : « Kollet en devoa pep roud eus rod an amzer ». Ne soñj ket din e kavfec’h roud eus ar poz-se e levrioù kozh. Ha mat eo ? Ne ouvezan ket. Din-me e plij bepred abalamour ma kav din e klot gant ar sapre spered-ar-yezh-se a randoner d’an neb a glask komz brezhoneg propik.

Sede aze ur poent hag a blijfe din studiañ un deiz bennak. N’eo ket en-don, hañ ! Klask gouzout hiroc’h, lakaomp, diwar-benn : penaos e cheñch ar skeudennoù hag an troiennoù diouzh endro ha sevenadur an dud.

Netra da gontañ d’ar bed

Evit bezañ skrivagner: skriv! Sed aze un ali fur moarvat. Skrivañ evel komz? Komz. Alies e vez komzet ha lavaret netra. Komzoù toull, gerioù ken toull all ha ne vefen ket souezhet e vefe toull ar pezh emaon o tispakañ bremañ.
Ya toull… koulskoude goude ma vo ken toull hag ur bez e vo savet un dra bennak (ha n’eo ket ar pezh a soñj da dud zo). Ya, abalamour ma n’eus netra gwelloc’h, da welet evned o nijal, evit reiñ hed o askell dezhe, e tlean mat reiñ o frankiz d’ar gerioù d’o gwelet, un deiz, o nijal ken drant ken frank hag evned.
Deskiñ nijal.
Ur goulenn a zeu alies war ma spered, ur goulenn da’m soñj ha na zeu ket ken alies se war spered ar skrivagnerien: hag un dra bennak am eus da gontañ d’ar bed?
Arabat deoc’h soñjal e plijfe din skrivañ evidon hepken. Bezañ lennet a fell din ken e fell din. Penaos avat kaout ar c’hoant-se ha war ar memes tro kaout ar santimant ne’m eus netra da gontañ d’ar bed? Deoc’h na petra ‘ta.
Kenkoulz eo ar santimant-se, ken strobus eo ha ma vije soñjet gant ar bokser n’en deus netra d’ober er c’helc’h pa n’en deus droug ebet d’e eneber. Sur eo e vo pilet.
Petra a soñjfec’h eus ur gronikenn seurt-se: « kronikenn an den a skriv diwar-benn ar skrivañ hep bezañ skrivet mann »? Ya ya, kalz a breder, nebeut a oberennoù.
Arsa! Arouez ar sifroù. Ne’m eus skrivet mann ebet abaoe 2005, 2+5=7. E 2012 emaomp. 2012-2005=7 C’hwi ‘gav deoc’h e vo echu gant ar mallozh hevelene? Lakaomp er seizhvet miz? Fentus e vefe e teufen a-benn da skrivañ un danevell pe ur varzhoneg a dalvoudegezh e miz Gouhere!
Ma, n’oc’h ket aet kuit c’hoazh? Unan bennak a zo c’hoazh o lenn ma rambreadennoù? Gw… a se! Deoc’h da leuniañ!
What a feeling! Take your passion, make it happen… I am music now… I am rythm now… I am dancing for my life… I am dancing through my life…



Yay! Pozioù eeun. Gerioù eeun. Muzik eeun. Eeun em c’halon evel un taol kleze.
Unan all eus ar memes film a laka trid em c’halon ivez: Maniac.
Ya, a-benn ar fin tost kement kanaouenn a vez komzet enni eus mont betek penn e hunvre. Hag ouzhpenn e oar tud zo e plij kalz din muzik pop ar bloavezhioù ’80.

Kement-se evit lavaret deoc’h e plijfe din gwelet ar frazennoù o tañsal gant kement a virvilh em spered hag o c’houchañ kenkoulz all.
Evel-just evit delc’her d’e hunvre e ranker kaout selloù an tigr. Ne badan ket gant ar c’hoant da lakaat ar c’hlip amañ…
Sur on hoc’h eus ar santimant bremañ ez eo aet hoc’h amzer hebiou evit netra, met e! na damallit ket ar paotr, skrivet en devoa en titl n’en deus netra da gontañ d’ar bed!

Hir an hent

Hir an neudenn ha petra zo e penn? Sed a c’houlenn Nolwenn Korbell en he c’hanaouenn. Me ivez a vez o redek bemdez… war-lerc’h ar pozioù hud-se a lakay da dreiñ ar skeudennoù a zo war ma spered e gerioù.
Pemzektez zo emaon o klask sevel un danevell, ur gontadenn a vo adkavet enni ma c’homperien Grival, Rob, Bleuñvenn ha Bizibul hep gouzout penaos kregiñ ganti.
Ergentaou eo em eus komprenet e oa un dra bennak a-dreuz en danvez anezhi ha sac’het e oan abalamour da se.
Emichañs on deuet a-benn da ziskoulmañ an traoù. Cheñchet un dra pe zaou ganin.
Klasket e vo he sevel en ur ober teir sizhun. Ret eo din lakaat un termen, a-hend-all ne vo savet biken.