Lenn hag adlenn a-raok skrivañ?

An niverenn-mañ a zo gouestlet da Anjela Duval. Ne’m eus ket lennet pep tra c’hoazh desachet ma oa bet ma evezh gant pennad Riwanon Kervella, Piv ‘oa Anjela?
Evel a lavaran alies: gwell eo anavezout un oberenn evit anavezout an oberour pe an oberourez anezhi. Ha dre se ec’h on techet da chom hep klask gouzout en gwirionez piv int.
Evit ar pezh a sell ouzh Anjela Duval avat ec’h eo ar c’hontroll. Klasket em eus gouzout piv e oa evit kompren ha, moarvat, priziout gwelloc’h c’hoazh hec’h oberenn. Pell on c’hoazh a vezañ lennet kement barzhoneg, kement kontadenn pe eñvorenn bet lakaet ganti dre skrid ha koulskoude e c’hallan lavaret em eus kemmet ma soñj diwar he fenn.
N’eo ket aze emañ an dalc’h ganin avat. N’eo ket diwar-benn hec’h oberenn e c’hoantaan lakaat ar gaoz met diwar-benn an arouez ma’c’h eo. Arouez ar vrezhonegerez a-vihanik, kar he yezh, kar he bro ha deuet c’hoant dezhi da zeskiñ skrivañ. Sede ar pezh a zispleg R. Kervella dimp:

« Ha graet he deus ar pezh na ra ket kalz a dud hag o deus c’hoant da skrivañ brezhoneg: lennet he deus kalz, studiet ar yezhadur, desket gerioù nevez, implijet lusk sonioù ar yezh, ar c’hlotennoù, goulennet ali. E kement doare he deus klasket pinvidikaat he yezh hep koll mann ebet eus he brezhoneg dezhi. »

An hent-se eo a zo da vont gantañ moarvat nemet da ziwall zo da dremen hep studiañ re ha da chom hep skrivañ, ar pezh a vefen techet d’ober siwazh. Seul vui e studian ar yezh seul vui e soñjan n’on ket barrek. [Evezhiadenn: n’eo ket reizh-tre ar pezh a skrivan aze. Seul vui e studian seul vui e soñjan ne vin ket evit delc’her soñj eus kement a lennan: poentoù yezhadur, troiennoù, troioù-lavar, tammoù skridoù savet kaer hag am bije c’hoant gouzout dre’n eñvor. Ne c’hall ket an den mont war e giz pa vez studiet un dra bennak gantañ. Dre ret e talc’h soñj en un dra bennak hag en devez muioc’h a ouiziegezh.]  Piv avat a c’hallje lavaret ez eo disi e yezh? Ha hervez piv a varn e vez mat pe e vez fall.

Ma, ur verrdanevell a zo war ar stern ganin, n’eus ken nemet kavout amzer ha nerzh-kalon d’he sevel bremañ.

Ouzh ar ret n’eus ket a remed

Sed aze unan eus ar c’hrennlavarioù a vez alies war ma genoù. Klozet ganin ur blog, ha deuet c’hoant ganin da sevel unan nevez. Ouzhpenn ur c’hoant e oa, ur ret! Skrivañ, skrivañ ha skrivañ c’hoazh. Deuet da vezañ din evel dianaliñ.
Evel ur pothouarnad dour war an tan e verv ar gerioù em spered, c’hoant gante da achap kuit, da reiñ lamm d’ar golo. Ret eo din lakaat an aezhenn da vont anez tarzhañ.
Ur blog nevez eta. Ra blijo deoc’h.