Rencontre abominable au château de Comper 😂

Il y a des gens qu’on ferait mieux de ne jamais rencontrer. Pour vous éviter les mêmes déboires que moi,  je poste le portrait des deux individus, qui osent se prétendre auteurs, que j’ai eu la malchance de croiser aujourd’hui au château de Comper. Il s’agit de Justine Niogret et de Lionel Davoust. Si vous les apercevez, n’achetez surtout pas leurs livres, n’allez pas à leur rencontre pour une dédicace, ils sont parfaitement odieux.
Non vraiment je vous déconseille absolument Chien du heaume et Mordre le bouclier de Justine Niogret, dont je n’ai pas acheter le roman Mordred tant j’avais peur de m’ennuyer comme avec la duologie susnommée; ni la trilogie du Léviathan, dont je n’ai pas pris le deuxième tome pour ne pas connaître la suite de cette horrible histoire tout en longueur sans action aucune.

Ça m’a évité une dédicace insipide. Et quand je vois le portrait que j’ai réussi à en tirer… Je ne regrette rien. 

Aze ha distro

Bilbo_memeLod ac’hanoc’h o deus soñj, marteze, em boa displeget e rafen gant Joomla! bet lakaet c’hoazh e brezhoneg e-lec’h kemer amzer da dreiñ WordPress.
Goude bezañ klasket sevel ma load em eus komprenet e oan barrekoc’h, ha primoc’h dreist-holl, da dreiñ an traoù eget da zeskiñ al lavaroù HTML ha CSS. Setu eta ma’m eus graet ma soñj treiñ ar pakad ret evit gallout staliañ ur blog WordPress e ti an herberc’her a fell deoc’h.

Ur skipailhig zo, daou baotr oberiant ha pevar den all deuet ur wech bennak da labourat. Mar deufe tud all da reiñ skoazell dimp e vefe eus ar c’hentañ. Ezhomm he deus hon yezh da wezhañ gwelet war ar genrouedad, kalz muioc’h eget n’eo evit poent, ha WordPress zo un ostilh a-zoare evit sevel ur blog prim ha buan. Gwir eo e c’hallit digeriñ unan dija e ti WordPress.com hag al labour treiñ a oa bet graet gant Moran Dipode, met kaout an dorn war bep tra ha tremen hep an tammoù bruderezh embannet gant WordPress a c’hall bezañ mat ivez.

Setu, mar fell deoc’h kemer perzh, lakait hoc’h anv aze -> https://make.wordpress.org/polyglots/

Deuet mat e vefet gant Gwenn ha me.

Ken ‘vefet gwelet, tudoù!

Dianav

An deiz all e oa deuet din anv ma eil dastumad barzhonegoù… ha ne’m boa savet barzhoneg ebet evit c’hoazh. Deuet e oa din goude bezañ lennet un daou-ugent barzhoneg bennak gant KO Un, unan eus brudetañ barzhed Korea ar Su, en dastumad Himalaya sipyeon (Barzhonegoù Himalaya) bet troet e galleg. Souezhus eo kaout un titl hep gouzout petra a zeuy da heul. Abaoe avat em eus skrivet ar varzhoneg kentañ — ha ne vo ket dre ret an hini gentañ en danvez dastumad. Setu-hi:

Petra eo anv al labous o plavañ
Petra eo anv ar wezenn a dap betek an oabl
evel biroù
o tiskouez din ar steredenn
na ouzon anv ebet dezhi

Petra eo anv ar vleunienn dispak
Petra eo anv an amprevan a chug he gwad

Petra eo anv an avel
a c’hoari e blev ma gwreg
emaon o tennañ he foltred
gant ma Samsung Galaxy SM-G900F

Omegalfa

omegalfa001Ganet eo bet Franck Roger e Gent (Belgia) e 1957. Aet eo war e studi filologiezh (saozneg-nederlandeg) e skol-veur Gent, en deus graet enni e gounskrid diwar-benn Philip K. Dick (1981).
Staget en deus gant ar skrivañ e 1975 en ur gelaouenn flandrezek, SF-Magazine, dindan anv Franck Roger, ha da heul en deus embannet berrdanevelloù a-leizh e nederlandeg koulz e belgia hag en Izel-vroioù.
E tro dibenn ar bloavezhioù ’80 e klask mont pelloc’h: strizh a-walc’h eo marc’had al lennegezh e nederlandeg, ken e krog da skrivañ e saozneg hag e galleg. Ouzhpenn mont enj tu-all da harzoù e vro e ledana tachenn e skridoù: flemmskrid, skiant-faltazi, moliac’h, skrid-polis, ha traoù diaesoch da glenkañ e nep tiretenn.
Tremenn 200 berrdanevell ‘zo bet embannet gantañ e fanzinoù, e kelaouennoù a-vicher, en antologiezhioù h.a.

ISBN: 2-86863-139-8, Mouladurioù Hor Yezh, 2005, 94p., 11€

Skrivañ (e brezhoneg) hiziv

Stefan6Pell zo ne oan ket bet gwelet ouzh ar skinwel. Ar wech diwezhañ a oa bet da-geñver ar Prizioù e deroù 2015. O krenañ e oan bet evel ur barr delioù a-raok bezañ gwelet e-tro div vunutenn d’ar muiañ. Soñjit ‘ta e pe stuz e oan pa oa deuet Corinne ar Mero eus LB Krouiñ da c’houlenn ouzhin kemer perzh en abadenn Bec’h de’i a vefe gouestlet d’ar skrivañ ha d’an treiñ e brezhoneg!

Anzav a ran ne’m boa ket asantet kerkent. Ma spont da lavaret traoù dister a oa ken kreñv hag an hini da skrivañ traoù dister. Ha goude bezañ komzet gant ma gwreg, gant mignoned ha mignonezed (Ra vefont benniget gant Doueoù ar seizh plijadur warn-ugent!) em boa graet ma soñj mont. Goude-holl, kustum on d’ober al lu ouzhin ma-unan, d’ar gwashañ em befe tennet da’m aktor patrom (pa oan krennard) JCVD, debriñ a ran fav-glas ivez.

Continuer la lecture de « Skrivañ (e brezhoneg) hiziv »

An ti gwenn war Al Liamm 415

Laouen on o kemenn deoc’h ez eo bet embannet ma berrdanevell An ti gwenn war niverenn 415 Al Liamm. Emichañs e plijo deoc’h.

Al Liamm niverenn 415

Gant an nevezamzer eo anvioù a bep seurt a vez kavet a-hed ar pajennoù gouestlet d’ar barzhonegoù ha d’an danevelloù. Anvioù anavezet evel M. Glanndour, I. Couée pe Gervalan mui reoù all evel L. Guidou-Araujo ha Y. Reun evit lodenn ar varzhoniezh.

An tudennoù a vev en danevelloù a zo liesoad : bugale, krennarded, tud deuet pe reoù gozh. Balthazar war dec’h gant P. Rannou, Peder eur binijenn gant Y. Gerven, An ti gwenn gant S. Carpentier, La Manita gant G. Denez, Ma amzer er bed all gant J. Leclerc de la Herverie ha Tammoù drailh gant PA Bonnin : c’hwec’h danevell a gas al lenner da heul tud ordinal pe souezhus, fentus pe skrijus, poellek pe digempouez.

Gant komzoù Ronan hag Anna Debel dastumet gant M. Bramoullé e veajer, war droad e Galiza dindan an heol tomm Camino Anna.

30 vloaz zo eo aet Maodez Glanndour, barzh, prederour ha teologour da Anaon. Riwal Huon a ginnig deomp ar Breizhad-mañ (1909-1986). Maguy Kerisit a zo aet war roudoù ar barzh Gérard Le Gouic, bet ganet e1936 ha dianav da galz.

Troet en deus N. Baxter un danevell sebezus savet gant Séchu Sende : Ar plac’h a werzhe gerioù. Ya, mont a reer tre en ur stal c’herioù !

Adkavet e vo evel da gustum teir lodenn an Heklev Sevenadurel :  A-dreuz lenn  – Petra nevez ? ha Notennoù. Ul lennadenn a-feson.

Morgan Tremel