Hir an hent

Hir an neudenn ha petra zo e penn? Sed a c’houlenn Nolwenn Korbell en he c’hanaouenn. Me ivez a vez o redek bemdez… war-lerc’h ar pozioù hud-se a lakay da dreiñ ar skeudennoù a zo war ma spered e gerioù.
Pemzektez zo emaon o klask sevel un danevell, ur gontadenn a vo adkavet enni ma c’homperien Grival, Rob, Bleuñvenn ha Bizibul hep gouzout penaos kregiñ ganti.
Ergentaou eo em eus komprenet e oa un dra bennak a-dreuz en danvez anezhi ha sac’het e oan abalamour da se.
Emichañs on deuet a-benn da ziskoulmañ an traoù. Cheñchet un dra pe zaou ganin.
Klasket e vo he sevel en ur ober teir sizhun. Ret eo din lakaat un termen, a-hend-all ne vo savet biken.

Per Denez, me hag an internet


Plijusat tra gallout sellet ouzh an abadennoù dre ar rouedad, war ul lec’hienn gouestlet hepken d’hon abadennoù tele ha traoùigoù all c’hoazh.
Tro am eus bet hirie (an 18.12) da welet ar film diwar-benn Per Denez evit ar wech kentañ en e bezh. Aze emañ an dalc’h gant an tele, pa ne vez ket an nen d’an eur rik dirak ar post bihan e vez c’hwitet un dra bennak gantañ.
Ha komprenet em eus pegen tost on ouzh Per e meur a geñver. Eveltañ e fell din lakaat ar brezhoneg da benn yezh em buhez daoust da bep tra. Evitañ e oa ar skrivañ un doare da seveniñ ar pal-se ivez.
Nevez zo em boa graet ma soñj mont kuit diouzh an internet evit skrivañ, o soñjal e oa an internet eo a oa ul laer amzer, un abuzetez. Ar gaou a oa ganin. Evel pep tra (ha meur a wech eo bet lavaret kement-se din gant ma mignoned!) n’eo ket ar benveg a zo fall met an doare ma ra an nen gantañ eo a c’hall bezañ.
Ha soñjet em eus e tud evel Per, eveldon, ha meizet penaos ec’h eo an internet ur benveg a-zoare evit lakaat muioc’h c’hoazh a vrezhoneg em buhez. Aezet e c’haller bezañ e darempred gant brezhonegerien all. Delc’her ur blog a zo kement ha skrivañ ha n’eo skrivañ evitañ e-unan met d’an holl re a zegouezho gant an tamm karned eletronek-se ha diwar-se lakaat ar gaoz da vont en-dro.
Sur a-walc’h, ma vije bet yaouank Per en hon amzer, a oad ganimp na petra ‘ta, en dije graet gant an ostilhoù roet dimp evit komz ouzh ar « bed a-bezh ».
Perak eta e oan o klask mont war-gil pa c’hallen ober gant an traoù modern evit mont war-raok? Perak abegiñ an internet tra ma oan-me kiriek eus ar c’holl amzer a raen gantañ?
Ha me o lavaret d’an dud e kimiaden diouzh kement tra zo, blogoù h.a. Lod n’o deus ket bet amzer da lenn ec’h aen kuit ma oan deuet en-dro! Pebezh istrogell zo ac’hanon, me ‘lâr deoc’h! Re heñvel ouzh ur c’hozh rocker o klask kimiadiñ ha ret dezhañ dont en-dro p’en deus ezhomm a arc’hant. Degas a ra da soñj din eus pozioù « Le chanteur » gant Balavoine:

Puis quand j’en aurai assez
De rester leur idole
Je remont’rai sur scène
Comme dans les années folles
Je f’rai pleurer mes yeux
Je ferai mes adieux

Et puis l’année d’après
Je recommencerai
Et puis l’année d’après
Je recommencerai
Je me prostituerai
Pour la postérité

N’on ket c’hoazh o werzhañ ma ene na ma c’horf evit bezañ brudet goude bezañ marvet avat.
Ra vin fur a-walc’h bremañ evit chom hep selaou ar vouezhig wan a vez o vouskomz gevier din e pleg ma skouarn evit ma zreiñ da sod.

Kaoc’h ki du!

Abaoe, eee n’on ket evit lâret pegeit zo e klaskan skrivañ. Dalc’hmat ur soñj war ma spered, dalc’hmat o turiañ anezhañ evel un hoc’h-gouez gant an douar, heñvel ouzh ar poder dirak e dolzennad pri o reiñ tro dezhi, e zaouarn o flourañ an danvez hep bezañ gouest da reiñ stumm pe stumm dezhi.

Kaer am eus klask penn da’m neudenn, chom a ran sac’het.

Skeudennoù o redek war skramm ma ijin. Un hunvre o tibunañ prim em spered ha me evel morgousket.

Petra zo pennabeg d’an dra-se? Ma oufen ‘vat! e rofen tibradfen ar pezh a stank ma hent hag e redfen a-walc’h betek al lenn m’emañ died an doueoù, chouchenn ar varzhed, daeroù ar gwerc’hezed a vez mezevellet gante kement konter a zo.

Lenn hag adlenn a-raok skrivañ?

An niverenn-mañ a zo gouestlet da Anjela Duval. Ne’m eus ket lennet pep tra c’hoazh desachet ma oa bet ma evezh gant pennad Riwanon Kervella, Piv ‘oa Anjela?
Evel a lavaran alies: gwell eo anavezout un oberenn evit anavezout an oberour pe an oberourez anezhi. Ha dre se ec’h on techet da chom hep klask gouzout en gwirionez piv int.
Evit ar pezh a sell ouzh Anjela Duval avat ec’h eo ar c’hontroll. Klasket em eus gouzout piv e oa evit kompren ha, moarvat, priziout gwelloc’h c’hoazh hec’h oberenn. Pell on c’hoazh a vezañ lennet kement barzhoneg, kement kontadenn pe eñvorenn bet lakaet ganti dre skrid ha koulskoude e c’hallan lavaret em eus kemmet ma soñj diwar he fenn.
N’eo ket aze emañ an dalc’h ganin avat. N’eo ket diwar-benn hec’h oberenn e c’hoantaan lakaat ar gaoz met diwar-benn an arouez ma’c’h eo. Arouez ar vrezhonegerez a-vihanik, kar he yezh, kar he bro ha deuet c’hoant dezhi da zeskiñ skrivañ. Sede ar pezh a zispleg R. Kervella dimp:

« Ha graet he deus ar pezh na ra ket kalz a dud hag o deus c’hoant da skrivañ brezhoneg: lennet he deus kalz, studiet ar yezhadur, desket gerioù nevez, implijet lusk sonioù ar yezh, ar c’hlotennoù, goulennet ali. E kement doare he deus klasket pinvidikaat he yezh hep koll mann ebet eus he brezhoneg dezhi. »

An hent-se eo a zo da vont gantañ moarvat nemet da ziwall zo da dremen hep studiañ re ha da chom hep skrivañ, ar pezh a vefen techet d’ober siwazh. Seul vui e studian ar yezh seul vui e soñjan n’on ket barrek. [Evezhiadenn: n’eo ket reizh-tre ar pezh a skrivan aze. Seul vui e studian seul vui e soñjan ne vin ket evit delc’her soñj eus kement a lennan: poentoù yezhadur, troiennoù, troioù-lavar, tammoù skridoù savet kaer hag am bije c’hoant gouzout dre’n eñvor. Ne c’hall ket an den mont war e giz pa vez studiet un dra bennak gantañ. Dre ret e talc’h soñj en un dra bennak hag en devez muioc’h a ouiziegezh.]  Piv avat a c’hallje lavaret ez eo disi e yezh? Ha hervez piv a varn e vez mat pe e vez fall.

Ma, ur verrdanevell a zo war ar stern ganin, n’eus ken nemet kavout amzer ha nerzh-kalon d’he sevel bremañ.

Ouzh ar ret n’eus ket a remed

Sed aze unan eus ar c’hrennlavarioù a vez alies war ma genoù. Klozet ganin ur blog, ha deuet c’hoant ganin da sevel unan nevez. Ouzhpenn ur c’hoant e oa, ur ret! Skrivañ, skrivañ ha skrivañ c’hoazh. Deuet da vezañ din evel dianaliñ.
Evel ur pothouarnad dour war an tan e verv ar gerioù em spered, c’hoant gante da achap kuit, da reiñ lamm d’ar golo. Ret eo din lakaat an aezhenn da vont anez tarzhañ.
Ur blog nevez eta. Ra blijo deoc’h.