Araokadennoù

Me o’n em brientiñ da zibradañ ur varrenn 130kg a bouez enni.

Emaon gant ma sizhunvezh diwezhañ em c’helc’hiad « nerzh ». A-benn dilun e stagin gant ur c’helc’hiad pliometriezh, un afer all eo avat.

Evit ma c’helc’hiad nerzh em boa graet gant ar reizhad 6*6 da lavaret eo 6 steudad 6 arreadenn evit pep embregadenn. Da skouer evit ar plegadennoù divhar: 110kg 6 arreadenn * 6 steudad gant 3 munut diskuizh etre pep steudad.

Dec’h e oan bet laouen oc’h ober 3 steudad gant ar pouez uc’hek am boa gallet sevel en dibradañ e dibenn miz Mezheven.

Gouzout a ran n’eo ket kalz a dra, kredit ac’hanon, dister a-walc’h eo ar pouez-se e bed an embregerezh-korf. Ar pezh zo mat avat ha talvoudus evit ar mizioù a zeu eo ne’m eus ket tapet ma live uhelañ. Mont war-raok a c’hallan evel ma’m boa gwelet dec’h e-pad ma gourdonerezh.

G.S: dav e vo din goulenn digant tud tennañ poltridi ac’hanon pa c’hourdonan peotramant e vo borodus amañ…

 

 

Gourdonerezh an deiz

An deiz all e oan o lammat gant ar gordenn ha n’on ket bet evit ober tremenoù doubl (pe double unders ma fell deoc’h). Koulskoude em boa prenet ur gordenn a-ratozh, unan skañv hag a dro buan. Ya, ar gordenn a ra, me avat, ne oan ket evit lammat evel ma oa dleet. Re bonner e oan. Tarzhder a rae diouer din. Un dipit. Hiziv eta on aet da c’hourdonañ evit kaout muioc’h a darzhder.

Continuer la lecture de « Gourdonerezh an deiz »

Gouzout pelec’h emaon ganti

Dibradañ 130kg

Ur wech bennak e buhez ur sportour e rank hemañ gouzout pelec’h emañ ganti. Petra a dalvez kement-se evidon, da skouer? N’eo ket diaes: gouzout pet kilogramm e c’hallan sevel ur wech hepken e pep embregerezh diaezez.

Setu eta m’hon eus kemeret amzer, Vincent, gourdoner e sal L’Orange Bleue e Komborn, ha me evit klask ma 1AU (pe Arreadenn Uc’hek). Continuer la lecture de « Gouzout pelec’h emaon ganti »

C’hoarioù nerzh Breizh

D’ar Sadorn 08 a viz Ebrel e oan bet e Mousterfil e Le Cârouj d’ober un abadenn c’hoarioù nerzh. Siwazh din ne oa bet abadenn c’hourdonañ ebet gant skipailh S.A.B 35 pa ne oa den dibres ebet war-bouez Jessica. He zrugarekaat a ran evit ar weladenn hag evit bezañ diskouezet din an holl c’hoarioù zo en ti: c’hoarioù kilhoù a bep seurt (lod na’m boa gwelet gwech ebet a-raok, paledoù, bouloù… (Sellit ouzh ar skeudennaoueg da heul).

Goude se he devoa komzet din eus ar 7 c’hoari a ya d’ober Sportoù Atleterezh Breizh:

  • Gwerniañ ar berchenn
  • An ahel karr
  • Ar maen-pouez
  • Ar vazh-yod,
  • Ar sach fun
  • Ar voutelenn
  • Ar redadeg gant ur samm

Ne’m boa ket graet pep tra. Chomet e oan gant pevar c’hoari ha me ‘lâr deoc’h em boa bet bec’h. Pell e oan eus ar pezh a vez goulennet a-benn kemer perzh e kampionad Breizh. Peadra avat da reiñ c’hoant din da vont pelloc’h gant ar c’hoarioù-se ha da lakaat ma anv er c’hlub.

Ne gomprenan ket perak ez eus ken nebeut a vrud gant ar c’hoarioù-se. Neblec’h ne vez lakaet ar gaoz warne. Marteze e rankfe an traoù mont war vicherelaat evel m’eo bet graet gant Bodadeg ar gouren? Stummañ tud zo d’ober evit gallout ren gourdonerezhioù a-zoare ha neket chom gant amatourien (pegen barrek e vefent evel atletourien) ma fell dimp reiñ ul lufr nevez d’ar c’hoarioù kozh-se.  Pa weler ar berzh a ra ar c’hoarioù nerzh e Skos, en Euskadi hag e broioù all eus Europa ez eus peadra da vezañ chalet gant koll c’hoarioù Breizh.

Siwazh din ne c’hallin ket kemer perzh e kamponiad Il-ha-Gwilen hevlene na mont da welet kamponiad Breizh 2017 e deroù miz Eost a vo dalc’het kostez Blaen (e Saint Omer de Blain, kaer am eus bet klask an anv brezhonek, ne’m eus ket kavet). Ur blijadur e vefe din avat klask kemer perzh er c’hampionad e 2018. Evit se e vo ret din gourdonañ rak evel ma’m boa lavaret uheloc’h: bec’h am boa bet.

Ar pezh a blijfe din eo e vefe kement a vrud gant ar c’hoarioù-se ha ma’z eus gant ar gouren bremañ. Hag ar pezh a vefe mat ivez eo ober muioc’h gant ar brezhoneg. Pa weler n’eus ger brezhonek ebet e load an FNSAB estroc’h evit anvioù ar c’hoarioù… labour zo c’hoazh.

Un nebeud skeudennoù ma fall deoc’h ha kit da c’houzout hiroc’h e load La Jaupitre

 

Tanijenn-yalc’h

Tanijenn-yalc’h

Evezhiadenn: kemmet eo bet ar pennad-mañ da heul ur postel zo bet kaset din. Al lennerez he deus e gaset din a gave abeg — gant gwir abeg :p — er ger « yalc’hfo » am boa savet evit treiñ ar galleg « bursite ».

Petra eo un danijenn-yalc’h? Termenet e vefe evel-henn en ur geriadur emichañs: gor, koeñv poanius en ur yalc’h levrus. N’oc’h ket avañsetoc’h? Ma, diwar danijenn e teu dourenn dindan ar penn-glin hag en-dro dezhañ ken e koeñv al lodenn-se eus ar c’horf. Diaes e teu plegañ ar c’har da vezañ. Netra d’ober estreget chom hep fiñval re ha pakañ louzoù evit distanañ. Continuer la lecture de « Tanijenn-yalc’h »