Pa gavan hir ma amzer

Ganet eo bet Stefan Carpentier e korn-bro Pariz e 1975. Gant danvez Breizh eo e voe sachet e evezh war-du Breizh en e amzer skolaj. Eno e reas anaoudegezh gant sonerezh Stivell, Malicorne ha Tri Yann. E 1995, tapet e vachelouriezh gantañ, e reas e soñj mont da Vreizh da zeskiñ brezhoneg e Skol-Veur Roazhon 2.

Berrdanevelloù gantañ zo bet embannet el Lanv, el Liamm hag e Gripi. Kinnig a ra amañ e dorkad barzhonegoù kentañ, skrivet an darn vrasañ anezhe “pa gave hir e amzer” ha pa n’en devoa, ouzh ar bed, remed all ebet.

Flik ha flok ha plik ha plok
Gwerenn ar prenestr
oc’h eostiñ daeroù hañv

Barzhonegoù embannet gant Skrid – 6€ – ISBN: 978-2-9525135-9-3

Lavaret o deus:

Disheñvel-kaer eo pezh en deus awenet ar barzhonegoù-mañ, skrivet « pa gave hir e amzer ». Re fromus a gaver evel « Etre merc’h ha tad », re nec’het gant emdroadur ar bed, re fentus evel hini leun a c’hoarioù gerioù « Hep penn na lost » (« Enez Sun / Baradoz ar Gwampired »…) pe souezhus evel ar varzhoneg liesyezhek (brezhoneg, galleg, saozneg, geriennoù e kembraeg hag un tamm latin zoken ma klasker mat…) « Moi Tarzhañ, toi Marijan a geloù mat ».

Herve Lannuzel (Pobl Vreizh, miz Ebrel 2015)

Anavezet e oa Stefan Carpentier dre e verrdanevelloù bet embannet el Lanv, el Liamm hag e Gripi. Gant e deskad Pa gavan hir ma amzer e teu war-wel danvez ur barzh gwirion kenkoulz all. 

Malo Bouessel du Bourg (Al Liamm, niv. 409, miz Meurzh – Ebrel 2015)