Blues

Un nebeud pozioù blues ho po? Savet prim? Sed amañ…
 
A! keuz am eus da’m bapaig
Ganti ‘oa ur baradozig
Ganti ‘veze ‘n heol bemdez
O parañ war ma buhez.
 
A! Aet eo kuit ma bapa koant
Hag aet kuit ganti kement c’hoant
‘Met an hini da beurlipat
Bontoù ront evel bontoù plat.
 
Erru ez eus un noz du all
Ha me n’on ket c’hoazh mezv-dall
Peur e pareo ma c’halon
Peur e tifrailho ar c’hloaz don.
 
Gitar, harmonika, saksell, pe an benveg a blijo deoc’h…

Talking dice

image
Talking dice

En em lakaet on da vroudañ ma bugale kalz muioc’h da gomz brezhoneg. Evit se ouzhpenn adlavaret kant gwech bemdez « ne gomprenan ket » (ha pa ouzont ervat n’eo ket gwir) dezhe da adlavaret o frazenn er yezh vat, ouzhpenn se eta e c’hoariomp.
Kavet hor boa ur c’hoari a-zoare evit labourat ar gomz, ar faltazi hag… An tresañ, ur reolenn nevez gant ma merc’h.

Talking dice zo ur c’hoari diñsoù gant skeudennoù. Ijinet eo bet gant ur Gembreadez, Emily Dalv hec’h anv, kelennerez war ar yezh. Eeun eo ar c’hoari, ur wech taolet an diñsoù e vezont kemeret a bep eil gant ar c’hoarierien ha tamm ha tamm e savont ur gontadenn.

Hirie e vennas ma merc’h tresañ ar pezh a gontemp.

Setu an disoc’h…
image

image

Youenn Gwernig

Golo Al Liamm niv. 411

Lezet em boa an niverenn-mañ a-gostez evit en lenn gant aked, en-sioul. Keuz ne’m eus ket. Un dudi eo bet ober damanaoudegezh gant Youenn Gwernig dre an eskemm lizheroù gant Ronan Huon, Per ar Bihan pe c’hoazh Jack Kerouac. Ur paotr sichant e hañvale bezañ.
Skoemp e kavan dalc’hmat ober anaoudegezh gant un arzour pe un arzourez pa’m bez plijadur gant o oberennoù. Dipitet e c’hall an nen bezañ ha steuziañ a ra e blijadur. Continuer la lecture de « Youenn Gwernig »

Ger an deiz #12

Kounnar

Sellit ‘ta! Pell zo ne oa ket bet lakaet ur ger-an-deiz amañ. Lod a soñjo em eus dibabet « kounnar » da heul mouezhiadeg disul diwezhañ… e c’hallfe bezañ. Penaos ne c’hallfen ket bezañ e kounnar pa welan da betra en deus talvezet an adreizh tiriadel? Penaos ne c’hallfen ket bezañ e kounnar pa welan pegen toc’hor eo an demokratelezh, pegen klañvus eo bed an arc’hant bras, pegen klañv eo hon bed e meur a zoare? Penaos chom seder dirak tud ha koadeier o kouezhañ abalamour d’hon follentez? Penaos chom drant pa ouzomp e vo tennet traezh e Breizh evit mont d’ober betoñs e n’onn ket pelec’h?

Krog eo ar gounnar ennon. Ur seurt kounnar all zo ivez: ur gounnar skrivañ, ur gounnar deskiñ, ur gounnar kanañ, ur gounnar barzhonegañ… Ya, c’hem UR seurt am boa skrivet? Lakaomp e c’hallfemp strollañ an holl re-se en unan hepken: ar gounnar bevañ. Ac’hanta! Ne vefe ket titl ur film?