Vodou zo amañ

Dek vloaz eo Sunday.

Ar Strobineller, an den divarvel a ren war ar Bayou, en deus lazhet he zud p’o devoa tec’het kuit diouzh e veli.
Ha da zek vloaz, en hec’h-unan e oar Sunday ne c’hall ket ober kalz a dra, neuze e wri ur verc’hodenn vodou, Mojo, ur c’hompagnon bihan hag he skoazello en he c’hest d’en em zialañ.
Skrapet eo Sunday avat gant Ar Re Varv War Vale, mevelien zombi ar Strobineller.
Da vMojo eo neuze da adkvaout e vamm vihan. Arvarus ken-ken eo ar Bayou pa reer tregont santimetr a vent.
Dañjerioù bras a zo koulz ha tud da reiñ dorn.
Hag ur pezh kontell kiger.
E Levr bras ar vodou I e kaver chabistroù 1 ha 2 ar webcomics Vodou zo amañ, koulz ha tresadennoù a bep seurt ha traoù all diembann betek-henn.

ISBN:  979-10-94291-00-9,  Ar Gripi  136p.,2015 15,8×24,8cm,  12€