Tanijenn-yalc’h

Tanijenn-yalc’h

Evezhiadenn: kemmet eo bet ar pennad-mañ da heul ur postel zo bet kaset din. Al lennerez he deus e gaset din a gave abeg — gant gwir abeg :p — er ger « yalc’hfo » am boa savet evit treiñ ar galleg « bursite ».

Petra eo un danijenn-yalc’h? Termenet e vefe evel-henn en ur geriadur emichañs: gor, koeñv poanius en ur yalc’h levrus. N’oc’h ket avañsetoc’h? Ma, diwar danijenn e teu dourenn dindan ar penn-glin hag en-dro dezhañ ken e koeñv al lodenn-se eus ar c’horf. Diaes e teu plegañ ar c’har da vezañ. Netra d’ober estreget chom hep fiñval re ha pakañ louzoù evit distanañ. Continuer la lecture de « Tanijenn-yalc’h »

Ger an deiz #9

Filifala

Pa glask an nen gerioù en ur geriadur e c’hall e selloù degouezhout gant traoù ha ne oant ket o klask. Sed a c’hoarvezas ganin hiziv.
Evit c’hoari filifala e tleer bezañ daou d’an nebeutañ, bezañ war o zu mat o-daou (pe ouzhpenn). Gant fent un tamm e kinnigan-me d’am c’haredig c’hoari filifala. Dav eo lavaret n’eo ket ur ger doanius da zistagañ.
Mat eo c’hoari filifala evit ar yec’hed, hini ar spered bepred abalamour d’an andorfin.
C’hoariit ´ta ken lies ha bemdez ma c’hallit!

Ger an deiz #6

gardenn

A cupe of ti in ze gardeunne? Ouate? I donte sink so. Me ‘gav din n’emaoc’h ket gant an hent mat aze. Ma, klaskomp pelloc’h!

Gwelet a rit ar gevnidenn aze? Ya, ya, ouzh ar voger o tiskenn sioulik. Prest eo da lammat warnoc’h. Mar emañ ar voull ganeoc’h e vefet troet en den-kevnidenn. Mat.
Gwelet a rit an naer o’n em silañ e-touesk ar geot uhel dindan an heol kraz? Mar emañ ar voull ganeoc’h e vefet troet en den-naer. Mat.
Gwelet a rit ar razh aze? Ya, ya, he beg ‘barzh en ho poubellenn. Honnezh bepred he deus ho kwelet hag he selloù lufr zo paret warnoc’h. Mar emañ ar voull ganeoc’h e vefet troet en den-razh. (Eee piv an diaoul a youlfe bezañ troet e seurt den?! Ma…) Mat.

Ya, pezh zo avat n’emaoc’h ket e-sell gortoz da c’houzout hag ar voull zo ganeoc’h emichañs. Kentañ tra a zeuy en ho spered marteze – ma n’eo ket treiñ e berserk ha flastrañ penn an holl loened-se – a vo ober gardenn.

Ger an deiz #5

Bikenig

Emaoc’h dirak gwerenn-dal ur stal. N’eus forzh pehini. En tu all e welit un dra gaer, ker ivez, hag a soñj deoc’h e vo prenet ar miz a zeu peogwir emañ izel an dour er stank ganeoc’h er miz-mañ.
Ac’hanta ya! Met ar miz-a-zeu-se a vo kenkoulz all ar miz war-lerc’h pe ar bloaz war-lerc’h pe…
ken na vo lidet gouel sant Bikenig!

Ger an deiz #4

Noz

Ya, noz eo ger an deiz. Kaer em eus klask lakaat an noz da astenn an deiz, ne dapan ket ober kement ha ma karfen. Re vuan e red an amzer evidon ‘m eus aon.

Noz vat deoc’h eta. Warc’hoazh e vo deiz c’hoazh ha da noz e vo noz c’hoazh ivez sañset. Emichañs e lakain c’hoazh an noz da astenn an deiz pa lakay tud all, marteze, an deiz da astenn an noz.

Ger an deiz #3

Buhez

Ya, buhez. A-wechoù n’eo ket ur vuhez eo a renomp. Alies zoken pa daoler re a bled gant ar c’heleier. Gallout a rafemp, koulskoude, bevañ sioulik ha disoursi, dichal, diseblant ha difoutre zoken. Ya! Ar pezh a zo eo e vez dalc’hmat unan bennak, un tu bennak, evit ober buhez dimp.

Marteze a-walc’h ne ouzoc’h ket petra eo ober buhez d’unan bennak ? Ober vil dezhañ eo, ober diouzh ma vo trabaset, diaezet, evel ur pesk en ur bod lann. Ne gavo peoc’h ebet gant an torr-revr a ra buhez dezhañ.

Kit eta gant ho hent, speredoù tristik! Paouezit d’ober buhez din, da randoniñ, da sardoniñ ken din bouzariñ!