Ger an deiz #13

Spont

Hervez ar geriadur e talvez kement hag « aon bras, trumm a zeu diwar udb. dreistordinal, gourdrouzus. » Heñvel eo ar spont ivez ouzh ul loen dantek ha pa n’emaoc’h ket o c’hedal e c’hall kregiñ ennoc’h. Petra spontusoc’h avat eget ar pezh a c’hallit ober evel pa vefec’h unan bennak all? Kemeromp ur skouer: asantiñ mont d’un abadenn skinwel pa ouzoc’h e viot ankeniet gant ar soñj-se e-pad pell, pell goude war-lerc’h an abadenn; pa ouzoc’h e c’hallo an dud sellet ouzh an abadenn-se e-pad bloaz war ar genrouedad; pa ouzoc’h e viot ken strilhet, ken gwasket ma vo dav deoc’h teuler evezh bras da chom hep respont hebiou.

Ya tudoù, kroget eo ar spont ennon. Hervez kont avat evit gwellaat e rank an nen stourm ouzh e spont. Bec’h de’i!

Ger an deiz #12

Kounnar

Sellit ‘ta! Pell zo ne oa ket bet lakaet ur ger-an-deiz amañ. Lod a soñjo em eus dibabet « kounnar » da heul mouezhiadeg disul diwezhañ… e c’hallfe bezañ. Penaos ne c’hallfen ket bezañ e kounnar pa welan da betra en deus talvezet an adreizh tiriadel? Penaos ne c’hallfen ket bezañ e kounnar pa welan pegen toc’hor eo an demokratelezh, pegen klañvus eo bed an arc’hant bras, pegen klañv eo hon bed e meur a zoare? Penaos chom seder dirak tud ha koadeier o kouezhañ abalamour d’hon follentez? Penaos chom drant pa ouzomp e vo tennet traezh e Breizh evit mont d’ober betoñs e n’onn ket pelec’h?

Krog eo ar gounnar ennon. Ur seurt kounnar all zo ivez: ur gounnar skrivañ, ur gounnar deskiñ, ur gounnar kanañ, ur gounnar barzhonegañ… Ya, c’hem UR seurt am boa skrivet? Lakaomp e c’hallfemp strollañ an holl re-se en unan hepken: ar gounnar bevañ. Ac’hanta! Ne vefe ket titl ur film?