Diwar c’hoarzhin…

Ya, asa! Penaos lavaret deoc’h. O lenn daou levr emaon er mare-mañ, Diwar c’hoarzin gant an Tad Medar a zo unan anezhe. Egile a zo Skol Louarn Veig Trebern gant Youenn Drezen. Evel m’ho po komprenet avat, n’eo ket eus hemañ e vo kaoz.

Gant an titl a oa roet d’al levr e oan engortoz eus daoublegañ gant ar c’hoarzh. Fazi kentañ: ankouaet em boa e oa Leonad an Tad Medar.

Evel na vez ket graet gant kalz a dud a gav din, lennet em eus ar rakger an Loeiz ar Floc’h (Plakoù, neket Maodez Glandour). Ha sede un arroudenn anezhañ:

Sonjal a raen ne oa ket evel Kerneviz evit beza c’hoarzerien a-skiltr, evel Tregeriz evit beza fenterien diseblant ; anzav a rankan ez eo Leoniz kenkoulz da vihana hag ar re all.

Eil fazi: kredet em eus Loeiz diwar e c’her. Tapet on bet, hegredik ma oan.

Gwir eo penaos e c’haller c’hoarzhin gant ur gontadenn diwar-benn ur plac’h yaouank o vont e koef pa’z a ar re all e tok? Penaos c’hoarzhin pa lenner seurt soñjoù:

Kaour Skouarngad a zo eur c’hrener ouspenn-se. Eur c’hrener, ya. Ha setu perak en deus roet e ano d’ar C.G.T., ar sindikad sosialist karget da zifenn gwiriou al labourerien… da zifenn gwiriou o c’horf ha da laza gwiriou o ene.
Evit rei an ano d’ar sindikad kristen (C.F.T.C), hag a zifenn gwiriou al labourerien kenkoulz hag ar re all, gwiriou ar c’horf ha gwiriou an ene, eo ret hirio beza dispont, ha, Kaour, eur wech c’hoaz, n’eo nemet eur c’hrener.

Ma, n’on ket ezel eus ar C.G.T, met bec’h am bez o c’hoarzhin diwar seurt fent. Petra a lavare c’hoazh hon mignon Loeiz ar Floc’h?

Betek-hen koulskoude e kreden n’ouie Leoniz nemet prezeg taer, rust ha dichek, hag er gador-brezeg heja o divrec’h gant c’hoant sponta. Mar korg breman Leoniz da farsal, pelec’h e vo kavet, er vro, tud pozet o spered ?

E gwirionez, evel ma’m eus lavaret uheloc’h, re hegredik, re zall on bet rak hervez Loeiz ar Floc’h bepred:

C’hoarz ha c’hoarz a zo. Unan a zo hag a c’hallomp diskarga warnan holl valloziou Hello, holl valloziou an holl dud o deus drouk-prezeget a-enep d’ar c’hoarz abaoe m’eman an den war an douar, ar c’hoarz-se eo an hini a gar enebi ouz ar mad, a daol an heg war gement a zo just ha reiz, evel ma vije tra souezus ha diskiant. Ar c’hoarz-se eo hini Gwilhou Kornog, hini ar godiserien-tavarn, hini ar re ‘zo tort o spered.

Petra a reot, tudoù, ne ran ket gant ar memes c’hoarzh:

Ar c’hoarz-se, Tad, eo an hini a ouzoc’h ken mat ober gantan, an hini a lak ac’hanomp trec’hourien gant ar C’hrist.

Kement-se a zegas da soñj din e Le nom de la rose (ar film pa n’eo ket bet lennet levr Umberto Eco ganin). Gant an hini henañ e veze argaset ar c’hoarzh. Evitañ ne oa anezhañ nemet ur perzh eus al loened, ar marmouzien. Ne vez ket c’hoarzhet er Baradoz evit doare.

An notenn-mañ n’eo ket savet da brederiañ war ar c’hoarzh hag ar fent. N’eo nemet unan da sachañ hoc’h evezh: ma fell deoc’h c’hoarzhin, arabat eo lenn Diwar c’hoarzin.

6 réflexions sur « Diwar c’hoarzhin… »

  1. Plijout a ra din kalz da glozadur ^^
    N'eo ket tamm ebet an doare levr a vefen bet o lenn, neuze ne rin ket. 😀 Lakaomp eo koshaet fall? Marteze hon defe kavet-se fentus ma vefemp bet ganet pell pell pell zo ? Piv oar…

  2. Demat !

    Evidon 'm eus prizet-hardizh al levr-se, a welan a-raok pep tra evel un testeni eus ar mare ma c'houarne c'hoazh ar veleien Bro-Leon hag he zud, goude ma santent ervat e oa o beli o vont da goll (ha buan-kenañ ouzhpenn). Un dalvoudegezh etnologel en deus al levr da'm soñj, eta… Bro-Leon ar bloavezhioù 40-50, n'eo ket peuraet da get al levezon anezhi hiriv c'hoazh, e-barzh spered an dud na pa ve.

    Da eil em eus bet plijadur o lenn brezhoneg an Tad Medar, popl, saourus ha blazet-mat evel m'eo (gant ul levezon "brezhoneg beleg" bep ur mare, ar pezh zo aes da gompren gant ar vicher ma oa an ao. Medar warni ). An istorioù a zo warno blaz an istorioù eus ar mare (s.o sketchoù PJ Helias ha P. repos), ganto ur pal "skoueriañ relijiel" war ar briz (anezhañ un hengoun a-gozh a-berzh an dud-a-iliz).

    Ma n'em eus ket c'hoarzhet alies, gwir eo, e oan tre em butun o lenn "diwar c'hoarzhin"… hag en em gavet ganin mousc'hoarzhin meur a wech, memestra ! Ul levr talvoudus bout e lennet.

  3. Erwann,
    Laouen on o lenn hoc'h evezhiadenn. Mat eo kavout tud all gant ur sell all war oberenn pe oberenn.
    Kement-se a c'hallo sur a-walc'h heñchañ un tamm muioc'h ar re a zarempred ma blog. Ne cheñcho ket ma ali diouzhtu avat. A-gostez emañ al levr, da c'hortoz ur mare gwelloc'h marteze da vezañ lennet ?

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *