Uruk-hai mother fucker !

Ma, kement-se lavaret ha kement-all gwelet. Ne denn ket ar pennad-mañ na da The Lord of the Rings, na da Die Hard. Digarezit ac’hanon, lennerien ger. Deuet on da lavarout deoc’h (ya, c’hoant am eus da ober gant ar stumm « lavarout ») emaon o plediñ gant Al liorzh burzhudus.
Ha marteze ivez emañ re ma spered gant ar sapre danevell-se, ken ne gontan netra all ken. Ne’m eus ket savet pell zo tamm haiku ebet na tamm barzhoneg. N’eo ket echu ar sizhun avat hag emichañs em bo un dra all da gontañ deoc’h. Plijet e vefec’h gant pennadoù diwar-benn ar pezh a lennan ? Er mare-mañ da skouer e lennan Lannevern e kañv gant Jakez Konan, traoù mat a zo ennañ.
Ha traoù all zo war ar stern, Gripi da skouer, re bell zo eo morgousket al loen.

5 pensées sur “Uruk-hai mother fucker !”

  1. Ya, an titl a c'hall dedennañ tud, hag ar skeudenn a zo fentus :p
    Ma, evel-se bezet graet neuze :p a-barzh pell e vo degaset din levrenn 15 The Walking Dead hag ul levr gant Pierre Pevel. Ar wech kentañ e vo din lenn ar skrivagner-se.

Répondre à stefancarpentier Annuler la réponse.

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *