Bali Breizh

Boulc’het eo bloavezh nevez Bali Breizh gant abadenn ar 16 a viz Gwengolo. Pa ne’m eus skinweler ebet e sellan ouzh an abadennoù war o lec’hienn. Alies mat e tapan dale met ur blijadur eo gallout sellet oute pa garan.
Ma… Arabat eo din ankouazh emañ ar pennad-mañ er rummad taol imor. Pa’m boa lennet e vije kaoz eus lennegezh e triden gant ar c’hoant da welet kement-se. Chomet eo ma fri war ar gloued avat, kouezhet ma biz-meud em dorn.
Ya, tudoù. Soñjit ‘ta ez eus bet komzet eus sonerezh (bagadoù) e-pad tost 11 munutenn hag eus lennegezh e-pad 5 munutenn a-vec’h. Ha diwar ar pemp munutenn-se e oa an hanter diwar-benn ul levr gallek. Ha war ar marc’had n’eo ket diwar-benn ul levr brezhonek nevez savet e ra Bernez Rouz e gronikenn, diwar-benn un adembannadur ne lavaran ket. N’eus deuet netra a nevez er gouloù ? Ne vez ket kaset skouerennoù servij kelaouiñ da Frañs 3 Breizh ?
Penaos bezañ laouen ? Bep miz e vo kont evel-se ?
Ya, dipitet on gant an taol kentañ-se. Emichañs e vo gwellaet tamm-ha-tamm. Trawalc’h a gelaouennoù, a lec’hiennoù a zo evit brudañ labour ar bagadoù. Pet a zo avat evit reiñ brud, ne lavaran ket reiñ ton, d’hol lennegezh ?
N’eo ket gant an tri pe bevar blog lennerien a zo e vo cheñchet penn d’ar vazh, dreist-holl pa ouezer ne zeu ket kalz a dud d’o lenn.

Mar plij, skipailh Bali Breizh, roit ur plas dereat d’hol lennegezh ha klaskit lakaat ar gaoz war draoù nevez.

(un taolig imor a zo eus ar pennad-mañ n’on ket fachet ruz c’hoazh.)

2 réflexions sur « Bali Breizh »

  1. Mat eo din e vije burutellet doare an abadennoù, ar pezh a vank kalz war beb dachenn e bedig ar brezhoneg. Staget oa an daou levr se eus tem ar vakansoù hag ar beajoù. Evit pezh a sell eus al levrioù e oa ur mank e Bali Breizh setu perak ez eus bet kreñvaet al lodenn-se ar bloaz-mañ. Beb miz ur gronikenn war al levrioù hag unan all war ar c'hazetennoù. Ouzhpenn e lakimp war wel an embann : D'an 21 eo bet pedet Mark Kerrain ha Klervi Abalain a raok saloñs Karaez, er gronikenn vo kaoz eus barzhoniezh (Kan ar stivell ha Barzh ha marzh). Ar sizhun war lerc'h war dachenn an ankou hag an anken e teuy Jef Philippe ha Daniel Giraudon. Ar sizhun goude d'ar 4 a viz Du e vo tro Martial Menard da gontañ eus e c'heriadur ha d'an unnek ur gronikenn war levrioù a denn eus ar brezel : Aljer 57 ha Dek devezh e Verdun.
    Ar pal a zo eveljust henchañ an dud da zigoriñ en dro levrioù brezhonek ha distagañ un tammig eus bed ar skrammoù.
    A galon
    Bernez Rouz

  2. Trugarez vras Bernez evit an evezhiadenn-se. Laouen on o lenn kement-se.
    Iskis a-walc'h eo stad ar gwerzhañ levrioù. Mui-ouzh-mui a dud a zo gouest da lenn ha koulskoude ne vez ket gwerzhet muioc'h a levrioù, ha lennet e vez nebeut an hor yezh.
    Ne vez ket brudet a-walc'h an traoù nevez, nag istor hol lennegezh, goude ma'z eus bet skignet teulfilmoù kentelius ha plijus gant France 3.
    Un dra diaes a zo : lakaat ar vugale da lenn en o oad tener. Ha n'eo ket gant ar vugale emañ an dalc'h, gant o zud ne lavaran ket. Pa ne ouzont ket lenn e brezhoneg e kavont gwelloc'h prenañ levrioù gallek. Ur gwir labour a zo d'ober war an dachenn-se.

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *