Tarv, kaset e vi d’ar marv

Gouzout a rit ez eus bet roet o goulenn d’ar re sot gant an arvestoù euzhus, rukunus ha doñjerus ma vez lazhet tirvi. N’eo ket a-enep ar Vonreizh eta ober e stal didruez d’ul loen, tra ma’z eo ur yezh vro un dister dra ha na dalvez ket ar boan reiñ gwirioù dezhi. Kas d’ar marv a oa ober tud ar gouarnamant evit doare. Pa vez anv eus buhez ez eo un tamm diaesoc’h.
Ma, setu aze ar pezh a lennen an deiz all, pa oa bet anv eus ar c’horrida evel tra espar ar sevenadur gall, en eñvorennoù Jarl Priel, Va zammig buhez  :

[…] ha ret din anzav, mar bije degouezhet d’al loen lemmgornek toullgofañ unan eus ar vourevien a lamme hag a zifrete e-dro dezhañ, blejet em bije moarvat ken birvidik hag ar Veksikaned : Olle, Olle, bravo toro !

 Marteze, d’un oad zo, em bije lavaret heñveldra. Bremañ avat, e-lec’h gwelet toullgofañ un den en ur c’hoari ken sot e vefe gwell ganin e paouezfe an dud gant ar c’horrida.

Une réflexion sur « Tarv, kaset e vi d’ar marv »

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *