Sonerezh sorset

Ya, lennerien gaezh, sonerezh sorset a zo. Sonerezh hag a zo arabat selaou da vareoù zo, e lec’hioù zo, e degouezhioù ma ne fell ket d’an nen bezañ tapet lous. Ya lous !
Deomp gant ar rebourzherez e-tro 2004… Deuet e oa ma zintin eus ar Stadoù-Unanet. Ma, n’eo ket ma hini en gwirionez, ur vignonez din eo met fentus eo ober gant « tintin ».
Ganti em eus klevet ar strollad Lifehouse evit ar wech kentañ. Krenañ a ra ma dorn gant ar soñj lakaat deoc’h ur video deoc’h amañ. Marteze e c’hallfe menel sac’het an urzhiataer. Pe gwashoc’h c’hoazh.
Ale, marteze e c’hoarvezo netra a fall.

Mat graet eo, an doueoù a oar petra a vezo.
Deuomp en-dro d’ar park, bepred.
Dimerc’her e oan o vont da’m c’hentel hapkido ha me aet skuizh gant ar skingomz e oa deuet da’m spered lakaat ur bladenn rock bennak, ha pell a oa ne’m boa ket selaouet Lifehouse eta.
Lakaat a ran ar c’heflusker da loc’hañ. Ha me da vont war-gil, laouen ma c’halon, ma fenn oc’h horjellat diouzh mentad ar sonerezh ha… DAO ! Skoet ar c’hilseller er boubellenn ! Ar boubellenn am boa lavaret din ma-unan pemp munud a-gent : « Dreist-holl, diwall pan i kuit da skeiñ er boubellenn ! »

Un nebeud bloavezhioù zo e oan o ruilhal sioulik ha n’ouzon ket petra en devoa kroget ennon, setu-me o vont en tu-all d’an harz tizh en ur selaou ar bladenn. Paotred Mari Robin a oa gant o gevellunedoù an deiz-se. Tapet ar paotr, kollet arc’hant ha poentoù !

Ur wech all e oa glav-pil ha me nevez bet ma aotre bleinañ. N’ouzon ket ivez petore soñj droch a oa deuet da’m spered. C’hoant ganin tremen ur c’harr-samm bras, en un tamm hent distremen. Berr-berr e oan en em gavet avat hag ur c’harr-samm all o tont a-benn din.
Dre chañs e oa ledan a-walc’h an hent din da dremen etre an daou garr-samm. Me ‘lâr deoc’h em boa soñjet bezañ er film Taxi.

Abalamour da gement-se ne selaouin ket Lifehouse ken em c’harr-tan ha marteze ne rin tamm ebet ken.

5 réflexions sur « Sonerezh sorset »

  1. Savet e oa ma roll ganin d'an Tad Nedeleg a-raok sevel ar pennad-mañ. Ha diouzh ar c'heloù am eus bet ez eo prest ar pakad da vezañ degaset din. (Ya ya, fur a-walc'h on bet hevlene).
    Klask a rin memestra reiñ skouarn d'ar bladenn nevez. Piv 'oar marteze n'eus nemet ar bladenn all a zo sorset ?
    Pe neuze ne ouzon ket bleinañ (bez' e c'hallfe bezañ se ivez :p )

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *