Kaieroù labour

Kreskiñ a ra ma bugale hag an hini vras zo mall ganti deskiñ skrivañ ha deskiñ lenn, evel kalz a vugale all, neketa?
Ur pennad zo bremañ, e-lec’h prenañ dezhi kaieroù livañ e prenomp kaieroù skol evit ma c’hallfe labourat en ur c’hoari.
Savet mat eo seurt kaieroù. Traoù a bep seurt d’ober enne… e galleg.
Gouzout a ran ez eus tud, amañ hag ahont, a glemm ingal ne vez ket gwerzhet kalz a levrioù evit ar vugale. Gouzout a ran emañ an dalc’h gant o zud – a-raok na ouife o bugale lenn anezhe o-unan – dre ma ne c’hallont ket lenn ar pezh a zo e-barzh. Soñj am eus bezañ skoazellet ma gwreg da zeskiñ lenn Leo ha Popi pa ne felle ket da’m merc’h e lennfen-me an dastumad levrioù dezhi.
Koulskoude, nemet ar gaou a vefe ganin, ez eus un nebeud tud eveldon, hag a fell dezhe desevel o bugale e brezhoneg, hag a oar lenn, hag a blijfe dezhe, ur wech an amzer, ober un dra bennak all estreget c’hoari pe lenn kontadennoù, un dra bennak evit lakaat o bugale da labourat un tamm hep na vefe re vorodus.

Pe embanner a ginnigo dimp traoù evel-se? Penaos lakaat muioc’h a vrezhoneg e buhez hor bugale, dreist-holl evit skoazellañ tud, eveldon, ha na c’hallont ket lakaat o bugale en ur skol zivyezhek? Da’m soñj e vefe mat d’un embanner bennak labourat war seurt kaieroù. D’an nebeutañ hor befe un dra bennak evit kempouezañ ar pezh na zeskfont ket er skol.

4 réflexions sur « Kaieroù labour »

    1. Trugarez Gwen. Gwir eo e oa bet embannet unan gant Ar Falz… ha deuet e oa unan eus ar gevredigezh-se d’en lâret pa oa ma blog e-lec’h all, siwazh en ur adtapout ar pennadoù n’on ket bet gouest da adtapout an holl evezhiadennoù da heul.
      Displegañ a rae, ma’m eus soñj mat, ne oa ket bet graet berzh gant ar c’haier-se ha n’o devoa ket graet re all neuze. « Re abred e oa ? » a c’houlenne. Marteze. Bremañ avat e talvezfe ar boan klask en-dro emichañs.

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *