Plac’hedigoù o ler rous

gant Yann Gerven, embannet gant Al Liamm.

Golo plac'hedigoù o ler rous

Kenkoulz en lavaret diouzhtu-dak ha pa ne vefe ket un digoradur a-feson evit ur pennad diwar-benn ul levr: n’on ket bet plijet biskoazh gant skridoù Yann Gerven, gant ar re am boa bet tro da lenn betek-henn bepred. D.l.e: Brestiz o vreskenn, Liv ruz an hesk, Bouklet ha minellet hag ar C’hrashoù.

Un tem a zeu ingal gantañ, ar garantez etre paotred « kozh » (en o zregont vloaz peurliesañ) ha merc’hed un tamm mat yaouankoc’h. Evel-se emañ kont e Sekrejoù ur hanter gloareg. Kriz a-walc’h eo p’eo barnet ar c’helenner e karantez gant unan eus he studierez d’ar marv.

A bep seurt zo a-hend-all, istorioù tasmantoù, skiant-faltazi zoken en Daou lakez keur, ma ya un istorour da vont gant ur ribourzerez betek ar bloavezh 1429 war roudoù Janedig, goût a rit, ar werc’hez (sañset). Lu a-walc’h eo an danevell. Eus ar seurt fent eo kustum Yann Gerven skrivañ.

An danevell hirañ zo Un tamm karn ‘ba’r werenn. Enni e kont dimp istor ur meni Emsav gall en ur Vreizh iskis en un amzer dazont pell-pell. Netra da welet gant an Aotrou Bimbochet e Breizh, hañ! Anvioù droch d’an dud, realioù-tredan da voneiz, ur yezh ha n’eo ket brezhoneg, na galleg, – marteze meur a yezh zoken? Diaes eo gouzout – fichennet an dud en ur seurt urzhiataerez kreiz ha ne c’haller ket bevañ ken er gevredigezh hepti… ha furnez ar geiz en tu-hont e-touesk ar re o deus graet o soñj chom pell diouzh ar gevredigezh-se, dres a-walc’h. Eno e vo kavet an diskoulm evit ober d’an Emsav gall tevel. Chomet on etre daou soñj ur wech peurlennet.

Plijetoc’h on bet gant S… evel sorset, marteze a-walc’h dre ma tegase soñj din eus Tales from the Crypt, evel ma reas ivez danevell Henri Dorsel (Fiskoan ar c’hantved, Al Liamm niv. 329). Daou baotr yaouank, arzourien difoutre o kas ur vuhez disoursi hag unan anezhe o vont da bourmen e Menez Are, ul lec’h leun a gevrin mard eus unan e Breizh.

Unan all zo temzet gant danvez kontadennoù mod Breizh ivez, Pet tamm soufr e-barzh ho kafe? Ur paotr hag ur plac’h a zihun en ur gwele gant ur boan benn par d’ar re a daper diwar bifadoù. N’o deus ket c’hoariet daou, a lenner buan, p’eo dedennet ar paotr gant ar baotred. N’eo ket aze emañ an dalc’h forzh penaos. Ur marsoñj o deus hepken eus an nozvezh tremen. Pedet e oant bet da eured unan eus o mignonezed ha ne ouzont tamm ebet penaos int erruet el leti hag echuet an noz er memes gwele. Klask a reont neuze roud an darvoudoù. Hag al lenner d’o heul betek un disoc’h un tamm re aezet marteze, pe re drumm, n’ouzon ket.

Gant Bir Eros er rozenn e tegas da soñj dimp, paotred (ma, n’eo ket an holl baotred a zo bet evel hini Yann Gerven aze), eus ar c’houlz-se ma oamp krennarded. Ha n’eo ket gwall vrav pa soñjan.

Ne’m eus ket lakaet ar gaoz amañ war an holl zanevelloù a ya d’ober al levr-mañ. Kenkoulz eo lezel un tamm kevrin.

Evit komz didroidell, e lennet em eus buan hep kalz a blijadur na kalz a zisplijadur.

Une réflexion sur « Plac’hedigoù o ler rous »

  1. Pa lennan da bennad e verzan ‘m eus tamm soñj ebet eus an dastumad danevelloù (n’am boa ket kavet displijus pa ‘m boa e lennet, e 3de klas a gav din) met ne ro ket din c’hoant d’e adlenn!

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *