Skingomz vrezhonek

Evel bep beure e oan savet em c’harr er beure-mañ da gas ar vugale d’ar skol ha da di ar vagerez. Evel bep beure e lakaan ar skingomz da vont en-dro. Hag evel bep beure em boa soñjet e vefe mat kaout unan e Breizh a-bezh.

Gwir eo e c’hallanradiobreizh selaou an abadennoù brezhonek war ma amzer labour dre radiobreizh.net

Pa vezan e-barzh ma c’harr avat… blev! Penaos lakaat ma bugale da glevet brezhoneg gant tud all estregedon? Penaos o lakaat da dañva sevenadur ar vro ha neket soñjoù skingomzioù Pariz?

Ne c’hallan ket dalc’hmat lakaat sonerezh Breizh. C’hoant em eus da glevet abadennoù a gomzer enne ivez!

Mat eo stourm evit kaout ur chadenn skinwel. Mat e vefe ivez goulenn ur skingomz e Breizh a-bezh evit ar re, eveldon, ha n’o deus post tele ebet hag a vourr selaou ar skingomz. Ne dlean ket bezañ ma-unan evelato!

4 réflexions sur « Skingomz vrezhonek »

  1. Re wir…
    Na vezer ket ordin stag ouzh ar rouedad ha mat eo kaout traoù e brezhoneg d’ar mareoù-se ivez! (setu perak na gomprenan ket c’hoazh perak eo bet embannet an dastumad danevelloù « Anken » evel m’emañ, n’eus tu ebet da selaou ar bladenn en oto!)

      1. Ar bladenn ‘zo ur CD-ROM ha n’eo ket ur CD neuze na vez ket lennet e-barzh ul lenner pladennoù oto. Ret eo lenn war un urzhiataer. Dispar… ><

        1. Diotat tra!
          Barzhonegoù Y.-B. Piriou (Kestell traezh…) zo war ur bladenn hag ur blijadur eo he selaou e-barzh ar c’harr ur wech an amzer. Ha na pet gwech em eus lakaet Ar bisig kollet, Gouel al lapined en ur vont d’an ti-skol!

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *