Goulennoù skoemp

Gwech a vez e teu goulennoù skoemp gant ar vugale. Hirie zo bet unan eus an divizoù-se am laka diaes ha, peurliesañ, da drelatiñ evit brasañ plijadur an holl er gêr.

Evezhiadenn
Mard oc’h kristen e vefe gwell ganeoc’h marteze tremen ho hent. Feuket e c’hallfec’h bezañ gant ar pezh a vo da heul.

Ma merc’h a oa o flourañ an hini koshañ eus hon c’hizhier ha goulenn diwar-benn e oad.
« Bizibul zo koshoc’h evidomp, breurig, Tata, Mammig ha me? »
« Koshoc’h eo evidout hag evit da vreur. N’eo ket avat evit da dad ha din-me. »
« Perak oc’h kozh? » eme hon merc’h.
« Perak omp kozh? » emeve « N’eus ket keit-se e saven ar memes goulenn ouzhin-me ma-unan. Perak n’hallomp ket chom yaouank da virviken? Ec’h an da lâret dit! »
Ha me treiñ outi ha parañ ma selloù en he re evel ur mestr prezegenner.

Arabat!
Arabat!

« Kement-se zo dre wall Eva! » a gendalc’his. « Ya, dre wall Eva. Honnezh he devoa selaouet an naer pa ginnigas dezhi debriñ un aval. Hag hi ha mont da welet he gwaz, añfin an hini en devoa roet unan eus e gostezennoù da Zoue evit kaout ur gompagnunez, soñj ‘ta! Ma, mont a ra d’e vete bepred hag e lâr dezhañ ‘Un tamm aval ‘to, Adam? -Ya ‘vat! eme hemañ, Deuet zo naon din.’ Paotr e gof e oa Adam. »

« E! Met Gwennerc’h eo! » emezi, plac’hig dizesk anezhi, pe desket gant eontr Walt kentoc’h.

 

 

Lâret 'm boa deoc'h!
Lâret ‘m boa deoc’h!

« Eee n’eo ket. Ma, selaou ‘ta ar pezh ‘oa c’hoarvezet da heul. Debriñ a rejont an aval hag an aotrou Doue a yeas e fulor: ‘Petra?! emezañ. Debret ‘peus eus ma gwezenn-avaloù tra ma oa difennet ouzhoc’h! Fei, m’emañ kont e-giz-se, kit alemañ ho-taou! Ha peneogwir oc’h bet klouk a-walc’h evit brifañ traoù difennet e vefet tonket da vervel, ya! e-giz-se ‘mañ!’ ha me ‘gav din en devoa tennet e deod warne zoken. Ha te ‘gav dit c’hoazh on drouk pa gasan ac’hanout d’ar c’horn? »

Hag hi sellet ouzhin, liv an diskred pe an digompren en he selloù.

« A! Ya! Ar seizh korrig eo! » emezi goude ur pennadig.

Amzer ur serr lagad em boa soñjet bezañ er pezh-c’hoari La cantatrice chauve.

Evit doare bepred eo aesoc’h kompren istor Gwennerc’h evit nan eo kompren hini Adam hag Eva adkempennet ganin.

4 réflexions sur « Goulennoù skoemp »

    1. Evel he zad eo. Emichañs n’he deus ket soñj bezañ savet ar goulenn zoken 😀 C’hoarzhet em eus kalzik atav o welet he fenn.

    1. Oc’hola ! Ma ra tad-kozh ac’hanon a-benn dek vloaz e ouezin en em zifenn da lakaat mezh dezhi. Divergont e c’hallan bezañ ivez.

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *