Ger an deiz #6

gardenn

A cupe of ti in ze gardeunne? Ouate? I donte sink so. Me ‘gav din n’emaoc’h ket gant an hent mat aze. Ma, klaskomp pelloc’h!

Gwelet a rit ar gevnidenn aze? Ya, ya, ouzh ar voger o tiskenn sioulik. Prest eo da lammat warnoc’h. Mar emañ ar voull ganeoc’h e vefet troet en den-kevnidenn. Mat.
Gwelet a rit an naer o’n em silañ e-touesk ar geot uhel dindan an heol kraz? Mar emañ ar voull ganeoc’h e vefet troet en den-naer. Mat.
Gwelet a rit ar razh aze? Ya, ya, he beg ‘barzh en ho poubellenn. Honnezh bepred he deus ho kwelet hag he selloù lufr zo paret warnoc’h. Mar emañ ar voull ganeoc’h e vefet troet en den-razh. (Eee piv an diaoul a youlfe bezañ troet e seurt den?! Ma…) Mat.

Ya, pezh zo avat n’emaoc’h ket e-sell gortoz da c’houzout hag ar voull zo ganeoc’h emichañs. Kentañ tra a zeuy en ho spered marteze – ma n’eo ket treiñ e berserk ha flastrañ penn an holl loened-se – a vo ober gardenn.

4 réflexions sur « Ger an deiz #6 »

        1. Sell! Oc’h ober un droiad er rummad Ger an deiz hag adlennet da evezhiadenn. (Ad)Sellet hor boa ouzh Princess Bride an deiz all gant ar vugale. Dudi he devoa bet hon merc’h.

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *