Mallozh ruz!

An deiz all em boa graet ma soñj adstagañ gant Al liorzh vurzhudus (titl da c’hortoz) ha me da glask pelec’h an diaoul em boa lakaet ar restr. Aet an tenn er c’hleuz! Ret eo anzav ne’m bez ket a chañs gant an urzhiataerioù. Alies-mat e vanont sac’het, pe neuze e kollan ma restroù dre vurzhud (eee… dre ober sotonioù) pe , ur wech lakaet pep tra en ur bladenn kalet diavaez ez a homañ da netra, rasket he memor a-daol-trumm. Un dismantr spered!

Un dra all a zo ivez gant seurt benvegoù: an diduelloù, an traoù da abuziñ an amzer (Twitter, Facebook, Youtube…). Alies-mat ivez ne oa ket peurskrivet ma frazenn gentañ ma’z ae ma spered d’ober un droiad da lec’h all. Dreist-holl pa veze diaes an eil frazenn da sevel.

Poent e oa ober un dra bennak.

Dre chañs em boa soñjet e se ur mare zo ha moullet em boa kement a oa enrollet em urzhiataer eus an danevell-se, ha prenet ur c’haier bras da heul evit delc’her da vont. Ne’m eus ket kollet pep tra eta.

Aon am eus avat, mar krogan adarre da skrivañ gant an ardivink-se, da goll pep tra en-dro. Chom a rin gant ma c’haier ha ma stilo, paneveken amzer din da skrivañ ar stumm kentañ eus an danevell. Goude e vo gwelet.

Setu eta da betra e tenn ma burev adalek bremañ

Ma burevN’eo ket gwall vrav al luc’hskeudenn peogwir eo marv ivez hol luc’hskeudennerez ha kozh a-walc’h eo ar bellgomzerez hezoug am eus tennet ar poltred ganti. Pa lavaran deoc’h ne’m eus ket a chañs!

Ar c’harned a zamwelit aze zo ur Moleskin engravet warnañ ar Menez Digenvez ha Smaug diouzh tresadenn J.R.R. Tolkien. Profet eo bet din gant ma gwreg karet. Mil drugarekaat dezhi!

3 réflexions sur « Mallozh ruz! »

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *