Taol degouezh fentus

Dec’h em eus cheñchet pourvezer evit ma fellgomzer hezoug. A-boan ma’m boa lakaet ma c’hartenn SIM ma reseven un SMS ha ne oa ket evidon. Ur plac’h, un anv brezhonek dezhi a c’houlenne ma vije kemeret un dra bennak gant he zad e-barzh ur c’harr.

Respontet em eus dezhi hegarat he devoa faziet war an niverenn ha lakaet ur poz bennak e brezhoneg. Ha goût a rit petra? Ar plac’h a oar brezhoneg ivez. Ur grennardez eo evit doare. Raktal he deus soñjet e oa unan bennak oc’h ober goap anezhi, goulennet ganin ha kelenner e oan e skolaj Diwan Lannevern… Bec’h he devoa o krediñ ne oan ket unan anavezet.

Fentus eo, soñjit ‘ta! Nouspet niverenn bellgomz a zo er c’hwec’hkogn, hag en em gavet eo daou vrezhoneger dre zegouezh.

Lakait daou zen e-tro ar memes oad, dremmoù koant dezhe, ha danvez ur film/romant fent ha karantez ho po.

6 réflexions sur « Taol degouezh fentus »

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *