Al Liamm kelaouenn-elektronek

al liamm 402Ur pennadig zo ne oan ket koumanantet ken d’al Liamm, abalamour d’ar priz da gentañ, ha da eil… re hir e vefe kontañ kement-se da’m soñj (pe d’am soñj? n’emañ ket a-du an holl ‘m eus aon war ar poent-se). Ma, bezet pe vezet, droch e kaven chom hep bezañ koumanantet ha kas skridoù d’ar gelaouenn hep kaout ar blijadur d’o gwelet enni.

N’eus  ket keit-se ez eus bet gwerzhet din ur smartfon evit dister briz ha dre se ez on gouest bremañ da gas un nebeud levrioù elektronek ganin hep aon da wastañ ma sac’h pe ma levrioù. Evel-se ivez ne’m eus ket ezhomm da brenañ ur c’hastell evit kavout plas da’m levrioù.

Sed aze eta em eus gallet adkoumanantiñ evit 15€, ar pezh n’eo ket ker tamm ebet. Ha gallout a reer pellgargañ ar gelaouenn er stummoù ePub HA Pdf, gortozit avat, n’eo ket echu ! En ho kont e chom ar skouerennoù elektronek ha gallout a ra an nen o lenn enlinenn ivez pe o fellgargañ adarre mard int bet kollet. N’eo ket eus ar c’hentañ? N’eus tamm DRM ebet, n’eus netra da virout ouzh an nen da lakaat e/he skouerennoù e meur a venveg.

TRUGAREZ DEOC’H tud Al Liamm !

Notenn: en niverenn 402 ez eus div droidigezh ganin: barzhoneg E.A. Poe hag ur verrdanevell gant Sybille Marchetto.

Bremañ ne vank ken nemet d’ar re all ober ar memes tra. Soñjal a ran dreist-holl en Hor Yezh, kelaouenn skiantel hag a dalvezfe ar boan kaout er furmad PDF evit gallout klask gerioù h.a.

Goulenn ouzhoc’h: unan bennak ac’hanoc’h a rafe gant Geriadur Tomaz ? Mat eo?

7 réflexions sur « Al Liamm kelaouenn-elektronek »

    1. Marteze e vefe dav din kas ul lizher dezhe evit ma oufent? Ne vez ket mui embannet lizheroù en notennoù? Ne vez ket kaset o soñj gant an dud ken? (marteze a-walc’h n’ouzout ket hiroc’h evidon :p )

      1. Kas liamm da bennad dre bostel d’an nebeutañ! Me gav din e vez embannet c’hoazh lizhiri ‘zo (met moarvat ne vez ket resevet kement ha gwechall) pa vezont fromus pe dedennus. Na douan ket eo gwir bater ^^

  1. Ya, me ivez em eus ur c’houmanant elektronek ha kavout a ran kalz gwelloc’h e mod-se ! erru e oan d’en em c’houlenn hag-eñ ne oan ket o vont da baouez gant va c’houmanant abalamour d’ar plas kemeret gant ar c’helaouennoù…

    1. Diaes brasaat an ti evit reiñ bod d’al levrioù ha d’ar c’helaouennoù, siwazh. Gwelet a ran an estajerennoù o plegañ dindan ar pouez met n’on ket evit en em zizober diouzh netra (pe dost) :'( Ur ranngalon e vefe din.
      Priz ar c’houmanant en deus ma sachet ivez, ne nac’han ket.

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *