An distro-skol

Pell zo ne oan ket deuet da skrivañ ur gerig diwar-benn ar brezhoneg er gêr. Ret eo lavaret ned a ket kalz war-raok. Souezhet e vezan, gwech ha gwech all, gant ma bugale, gant an hini vras dreist-holl, hag a vrezhonega a-greiz-holl pa c’hortozan an nebeutañ. Gant se e ouzon evelkent n’eo ket en aner e komzan brezhoneg oute ha pa respontfent e galleg peurliesañ.

Muioc’h e komzan brezhoneg ouzh ma gwreg ivez hag hi a ra un tammig muioc’h gant an nebeut a vrezhoneg a oar. Plijus eo.

Bemnoz, gouzout a rit, e lennan ur gontadenn da’m bugale. A bep eil e vez graet gant ma gwreg. An hini vras a nac’h e lennfe he mamm e brezhoneg, tra ma ne ra an hini bihan forzh ebet.

An noz all e laravas ma merc’h:
— Papa, mais comment on a fait ça? en ur ziskouez din al levr e oan o lenn dezhi.
— Petra? emezon-me pa ne gomprenen ket.
— Ben le livre, il n’y a pas beaucoup de gens qui parlent breton.
— Geus avat, met gwir eo ne welez ket kalz anezhe.

Evel un enezenn eo hon ti er mor a c’halleg a zo e Breizh-Uhel. Diaes eo he lakaat da gejañ ouzh bugale all hag a oar brezhoneg. An nebeud a anavezomp a ra kentoc’h gant ar galleg ha pe vefent en ur skol zivyezhek. Hag an dud deuet a gomz eus traoù evit an dud deuet. Ha bep tro ma wel ur film bevaat e c’houlenn hag ur stumm brezhonek a zo ivez. N’eus ket avat. Gouzout a rit petra eo moarvat en em gavout enket evel-se, kroget ennoc’h gant ur gourener kreñvoc’h egedoc’h, ha c’hwi war-nes tapout lamm gant ar goulenn eeun-se. Gwir eo n’eus ket kalz a filmoù bevaat hag a filmoù en hor yezh. Ar pezh hon eus kalzik avat ez eo levrioù. Setu ez eus goanag ennon e tommo un tamm muioc’h ouzh ar yezh hag e tesko un tamm muioc’h gant al lenn.

Lakaet em boa ar gaoz war al lenn c’hoazh. Re abred e oa rummad ar re vras evit deskiñ lenn da vat. Emañ ar CP o tont avat ha… kavet em eus hentenn Pascal Belz

telo_hag_anna_livre_de_lecture

Emichañs e teuin a-benn da zigeriñ dezhi dor al levtrioù brezhonek ha magañ a ray he spered gante. Emichañs e teuimp a-benn da zivizout diwar o fenn.

Emichañs…

2 réflexions sur « An distro-skol »

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *