Ne vez ket aes dalc’hmat

yoda_saozneg

Skolaer ma merc’h a ro ar gaoz d’ar vugale e-pad ur pennad bep Lun ha bep da Yaou evit diskouez un dra bennak dirak ar c’hlasad pe evit kontañ un dra bennak diwar-benn ar pezh a fell dezhe.

An deiz all ez eo ul levr brezhonek a oa bet kaset d’ar skol gant ma merc’h hag hi lorc’h enni o reiñ da c’houzout e ouie brezhoneg.

Ar skolaer a oa bet laouen-tre evit doare hag en devoa lavaret d’ar vugale e vije ma merc’h o c’helennerez brezhoneg. Desket he devoa un nebeud gerioù da vugale ar c’hlas…

Ar pep « fentusañ » ez eo an doare ma’m boa gouezet e oa bet roet tro dezhi da ginnig al levr hag ar brezhoneg war an dro. Digoret em boa an nor sko ouzh ar porzh-skol ha klevet ur plac’hig o lavaret demat da’m mab.

« Demat, ça veut dire bonjour, » emezi din.
« Demat, mont a ra mat? Mont a ra mat, ça veut dire ça va bien, » am boa respontet.
« E. nous a appris plein de mots en anglais. »
« Non, en breton. Demat c’est du breton. »
« Non, non, elle nous a appris de mots en anglais. »

N’eo ket ar wech kentañ din klevet e komzan saozneg. Ur wech bennak dija e oa deuet merc’hedigoù da c’houlenn ouzhin: « Comment on dit requin en anglais? » P’o devoa ma c’hlevet o komz ouzh ma merc’h.
Soñj am eus em boa klevet tud all a gonte an hevelep tra, brezhonegerien koulz ha katalanegerien.

Ne vez ket aes dalc’hmat evit hor yezhoù adtapout o hiviz a-dre krabanoù ar saozneg.

8 réflexions sur « Ne vez ket aes dalc’hmat »

  1. aon ‘ meus bet, kredet ‘m eus e oas o vont da lavaret e oa bet nac’het al levr gant ar skolaer ^ ^ tud zo n’int ket gwall bsikolog a-wezhioù, ur wezh e oa bet lavaret da glasad unan eus va nizied ober ur fichenn-lenn (e galleg) war ul levr a garent ; eñ ‘noa kemeret unan a blije kalz dezhañ, ha lavaret e oa bet dezhañ gant ar gelennerez e oa ul levr « nul » hag e oa « evit ar re vihan ». ‘ M eus ket soñj peseurt levr e oa met feuket bras e oa bet va niz, hag e gwirionez, ne oa ket ken pell-se eus e rummad oad…

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *