Prizioù lennegel e Gouel al levrioù 2014

Disadorn e oan bet e Karaez da Ouel al levrioù. Klask a ran bep bloaz mont da lid Priz Langleiz ha war an hevelep tro da hini Priz Ti-kêr Karaez.

Dipitet

Ne ouzon ket ha ne oa ket bet klevet gant an dud e oa poent reiñ ar prizioù, ret ne oa ket deuet nemeur a dud er sal da arvestiñ ouzh roidigezh ar prizioù. Chomet e oa al loreidi e korn al leurenn. Graet pep tra gant ur seurt lentidigezh na zere ket ouzh prizioù lennegel ha pa vefe unan un Ti-kêr hepken ha nebeutoc’h c’hoazh ouzh unan eus ar prizioù a dlefe bezañ pouezus hag enorus el lennegezh vrezhonek.

Dav eo din anzav ne oa ket nemeur ar dud er saloñs ivez e-keñver ar bloavezhioù tremenet. Petra zo kaoz? Diouer a arc’hant? Amzer vrav? N’oufen ket lavaret deoc’h.

Dipitet on bet ivez gant an doare m’eo bet roet Priz an danevell vrezhonek gant Ti-kêr Karaez. Graet e oa bet un tamm prezegenn dereat gant ur gelennerez war al lennegezh evit Priz ar romant. Ne oa bet savet hini ebet evit Priz an danevell. Aet ar guzulierez-kêr war al leurenn hep na vije bet prientet netra ganti. Ur « Gourc’hemennoù! » sed ar pezh a lavaras hepken da  Delfin Doëdens evit he berrdanevell Ar pesk ruz embannet war Al Liamm niverenn 403. Evel pa vije bet ar bloaz kentañ ma oa roet ar priz-se. Evel ma oa bet degaset da soñj gant ar c’haser avat: c’hwec’h vloaz zo e vez roet ar priz-se. C’hwec’h vloaz? Ne gav ket deoc’h ne dlefe ket an den e-karg pignat war al leurenn hep un tamm pregezenn da lavaret paneveken evit komz un tamm diwar-benn danvez an danevell ha perak eo bet dibabet?

Dre chañs e oa sichant ar skrivagnerez ha prientet he devoa un dra bennak, hi.

Emichañs e vo graet gwelloc’h ar bloaz a zeu.

Priz Langleiz

Golo_prederouriezhKeal_Doue_golo

Hevlene eo bet roet ar priz da Fañch Kerrain (ere war-du Wikipedia) evit e zaou levr prederouriezh. Un digarez e oa an daou levr-se e gwirionez, eme Herve Latimier, ha c’hoant a oa bet gant tud Kuzul ar Brezhoneg da enoriñ ar stourmer evit e labour a-hed e vuhez. Ur brezegenn mat a-walc’h a oa bet graet gant Herve Latimier en anv Kuzul ar Brezhoneg ha kemeret ar gaoz goude gant an oberour e-unan. Ul lid dereat goude ma ne oa ket kalz a dud siwazh en tu-hont d’ar familh ha d’un nebeud mignoned eus pep loreadez ha loread.

Labour zo evit reiñ ton d’hon lennegezh ‘m eus aon.

5 réflexions sur « Prizioù lennegel e Gouel al levrioù 2014 »

    1. Ne oa ket anat gouzout, gwir eo ha ne gav ket din e oa bet lavaret splann pa oa deuet poent da reiñ ar prizioù. Souezhus eo pegen aozet fall e chom ar Gouel goude kement a vloavezhioù.

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *