And the dalek said…

ProcrastinateEvit ar re a glaskfe gouzout petra e teuan da vezañ ha war betra emaon o labourat… Daouhanteret eo ma spered. Daou romant zo e go. Ne ouzon ket pehini sevel da gentañ. Disheñvel bras an eil diouzh egile, neuze pe n’on ket evit dibab e tijanan (gouez da Vartial).

Etre Fringe ha Nikolazig ar broioù tomm e rannan ma amzer o c’hortoz n’onn dare petra da’m lakaat da stagañ da vat gant an eil pe egile.

Evit ar re a savfe c’hoant dezhe da reiñ o ali din, sed an dibab:

1- Ar romant a gontfe avantur kentañ Grival an hudour;

2- Ur romant eee en amzer vremañ pell eus ar pezh on kustum da skrivañ, netra a voliac’hus ennañ.

Keno tudoù ha ken ar c’hentañ!

 

 

 

2 réflexions sur « And the dalek said… »

    1. Ya avat! unan ouzhpenn. Evit ar romant-se em bo ezhomm eus kalz a sonerezh rock eus ar bloavezhioù ’70. Ma fell dit reiñ un nebeud anvioù din en tu-all d’ar re vrudetañ (Led Zepp, Pink Floyd, Deep Purple, Santana…) e vo prizius din 😉

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *