Skrivañ evit gouzout piv oc’h

IMG_1353Ur pennadig zo em boa savet un notenn amañ goude bezañ kollet ur restr e oa ennañ deroù un danevell. Mallozh ruz! e lavaren neuze.

Ne oan ket aet gwall bell gant an danevell-se. Ouzh ma gortoz emañ ma c’harned Moleskine. Ouzh ma gortoz emañ Grival. Gortoz a ray c’hoazh. Pegeit? Ne ouzon ket re.

Lennet em eus kalz diwar-benn ar sevel romantoù ha berrdanevelloù. Ar pezh a felle din gouzout eo penaos o devoa graet — pe a ra — ar re all, ar skrivagnerien hag ar skrivagnerezed brudet. Kentelius eo bet. Meur a skol zo, meur a ali, meur a guzul, meur a… bep tra. Koulskoude e-touesk an holl alioù-se e teu un nebeud reolennoù boutin:

1- Bezit dizaon rak ar brouilhed kentañ. Fall e vo hep mar;
2- Lennit kalz, a bep seurt, traoù mat, traoù fall;
3- Skrivit bemdez.

Un nebeud traoù all zo evel n’eus-ket-eus-an-Awen, ul labour eo skrivañ, lakait ho pouez war ho kador ha skrivit…

Pell ivez on bet o klask an ostilhoù gwellañ. Fellout a rae din gouzout ha gwelloc’h e oa sevel ma fennoberenn (hem!) gant un urzhiataer pe evel gwechall gozh gant ur c’hreion ha paper. Daoust ha n’eus ket meziantoù evit aesaat al labour? Pep hini aze ivez o deus o ali ivez. Evit lod n’eus ket par d’ar c’hreion hag a zo neuze un astenn d’o dorn, lod all ne c’hallont ket labourat estreget gant un urzhiataer peogwir e klot gant o spered prim, kalz aesoc’h dezhe lakaat ar gerioù an eil war-lerc’h egile hep prederiañ re. Soñj ho po moarvat eus an doare m’en devoa Kerouac da skrivañ, lusket e spered an tik-ha-tak touchennoù e vekanik-da-skrivañ evel pa vije o seniñ jazz. Lod zoken en em lak da labourat gant un dabletez.

An holl draoù-se a ouien dija. Ya. Lavaret e oant bet din meur a wech. Un amzer zo bet zoken ne verne din penaos e rae ar re all. Ha d’ur poent bennak em eus paouezet. Kollet em eus fiziañs ennon. E-keñver pep tra. E-keñver faltazi. E-keñver yezh. Ne ouien mui penaos skrivañ. Hag e-pad pell em eus soñjet e oa abalamour d’an ostilhoù a oa fall. Un urzhiataer fall. Ur meziant fall. Klask, setu ar pezh a raen. Klask ar walenn-hud wellañ.

Erziwezh ez eus deuet soñj din eus ur pennad e Willow. Emañ ar mestr-hudour dirak un danvez deskad bennak, Willow en o zouesk, hag ar mestr ha goulenn: « Now, the power to controll the world is in which finger? » Hag eñ ha diskouez e zorn. Anat deoc’h ez eo tapet an holl pa ziskouezont pep a viz eus e zorn dezhañ e-lec’h diskouez unan eus o bizied dezhe.
Evel Willow on bet. C’hoant bras ennon bezañ un hudour met gant re nebeud a fiziañs evit diskouez ma biz din-me.

Hoalet on bet gant komzoù skrivagnerien zo a zispleg pegen mat eo labourat gant un urzhiataer ha gant ar meziant-mañ-meziant… Goude bezañ diluget diouzh ar genrouedad evel-just.
D’ar c’houlz ma raen war-dro ar gelaouenn Gripi e oad c’hoazh gant deroù an Internet, goût a rit, 56k, ur modem o poaniañ hag o kemenn deoc’h gant e don elektronek e oa o vont d’ho kas d’ar bed galloudel. Hir amzer evit kargañ ar pajennoù hag ar restroù stag. Fakturennoù ker. Ma, d’ar c’houlz-se ne oa ket an aotre-bleinañ ganin kennebeut ha mont a raen da’m labour gant an tren. Ne’m eus ket soñj pegeit e lakaen da vont. Un hanter-eur? Tri c’hard-eur? Ar pezh am eus soñj avat eo e veze ur c’haier hag ur stilo ganin dalc’hmat. Mont a raen em c’hoazez ha bec’h d’ar skrivañ. Krenañ a rae ma dorn hag ar paper kement-all. Hag en tren eo da vont a Wengamp da Lannuon eo em eus savet an darn vrasañ eus ma berrdanevelloù.

N’eus ket da dortal koulskoude, n’on ket eus ar re a c’hall skrivañ gant un urzhiataer. N’on ket evit chom hep mont war ar genrouedad. Poan-benn am bez dre forzh sellet ouzh ar bajenn wenn kement ha ken bihan ma sav c’hoant ennon gwech ha gwech all da skeiñ ar c’hozh vekanik-se ouzh ar voger ha ma fenn da heul. Hag ar pep pouezusañ marteze, ken aes eo diverkañ hag adlabourat kerkent ma ne ran nemet-se ha n’an ket war-raok tamm ebet.

Deuet e oa anat din ne c’hallan ket labourat gant an urzhiataer evit an taol kentañ pa oan chomet bout dirak ar skramm ha savet peder fajennad goude bezañ lazhet ar mekanik ha kroget em stilo hag em c’haier.

Emichañs emaoc’h o soñjal: perak ‘ta en deus kontet kement-se din? Anat e tlefe bezañ ar respont: ma fell deoc’h ober ur prof din e reot plijadur din gant ur c’haier pe ur c’harned eus ti Moleskine (reoù vrav zo er mare-mañ Alice in Wonderland, Batman, Star Wars) pe eus ti Paperblanks (ar rummad Embellished Manuscripts n’eo ket divalav tamm ebet)…

That’s all folks! (Evit poent)

Une réflexion sur « Skrivañ evit gouzout piv oc’h »

  1. A! Mirout a rin ar mennozh a roez er fin 😉
    Chañs vat dit! Me ra nebeutoc’h nebeutañ gant paper a-benn ar fin, met ur blijadur eo bepred pa ran… Kompren a ran a-walc’h!

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *