Skrivagner ha barner

Batman a zistag ur grabanad da Robin.Abaoe un nebeud bloavezhioù bremañ e savan pennadoù skridvarnerezh evit Bremañ. Nevez zo e c’houlennas skipailh Al Liamm ober kemend-all evit ar gelaouenn. N’eo ket aes ar vicher. N’eo ket ur blijadur lavaret ma soñj kriz ha didro pa soñj din ez eo fall ur skrid bennak. N’eo ket ur blijadur din diskar labour un den (paotr pe blac’h, hañ!) zo bet o kiañ evit sevel ur romant pe berrdanevelloù. Kalz aesoc’h e vefe din ma ne vefen-me ket skrivagner ivez. ((unan mat pe unan fall, un istor all eo.)) Ne vez ket chifet koustiañs ar re na ouzont ket pegement a labour eo skrivañ pe treiñ un oberenn bennak, pegement a boan ivez. Ur blijadur eo skrivañ, evel-just, met lavaret ez eo ur blijadur hep he lod a ziaezamant a vefe livañ gevier.

Ne c’hallan ket ober evel e L’école des fans avat. Ne c’hall ket an holl tapout un 10/10. Ne vefe ket yac’h evit hon lennegezh. N’emaon ket o tisplegañ ez eo ma ali unan da lakaat evel unan uhel. Ne lavaran ket deoc’h lenn pe chom hep lenn levrioù hervez ma soñj. Ma santimant eo a roan dalc’hmat hag emichañs e vo lennerien evit ma dislavarout, evit soñjal « aze, ma faotr, ec’h eus skoet hebiou, eus ar c’hentañ eo al levr-mañ ». Evit poent n’eus deuet lenner.ez ebet da lavaret din e oa a-du ganin pe a-enep. ((diaes eo kaout soñj al lennerien hag al lennerezeg forzh penaos. Pet blog lennerien zo e brezhoneg? Daou, tri marteze, n’eus ket muioc’h siwazh.)) Ar re nemete zo deuet da glemm, gant gwir abeg peogwir e oan kriz gant o oberennoù — pep hini a zifenn e vugale — e oa skrivagnerien o-unan. Ar c’hoari eo pa gemer an nen ar riskl da vurutellat oberennoù an dud d’o lakaat da vroueziñ. Ur wech an amzer e kasont ul lizher hegarat pe hegaratoc’h da zisplegañ d’ar genoù tartez a skridvarner eo aet hebiou an oberenn, d’he lenn aketus adarre, h.a.h.a.

Ne feukan ket. Perak e rafen? Keit ha ma chomont seven n’eus ket da vont e belbi. Gwir eo e c’hallan tremen hebiou talvoudegezh un oberenn. Kemeromp Lae Izold gant Paskal Tabuteau da skouer en deus bet ar Priz Imram e 2014. Laouen on gant ar c’heloù-se ha pa’m boa kavet borodus e lae. Marteze (a-walc’h) ec’h adlennin e levr un deiz bennak pa vo muioc’h ma spered gant seurt oberennoù. Gwech a vez n’eo ket ar c’houlz lenn levrioù zo. Ne vez ket spered an nen gant danvez pe danvez dalc’hmat. N’eo ket an arz un dra a c’haller barn gant neptuegezh hag evel ma lavaren uheloc’h ali ur skridvarner n’eo nemet un ali, n’eo ket komzoù ur profed (lakaomp). Goude ma teufet da vezañ ali ganin dre forzh lenn ma fennadoù hag an oberennoù a savan burutelladennoù diwar o fenn, ne vo ket dre ma gwall. Ar memes kizidigezh hon eus, na mui na maez.

Perak ‘ta e ranko bezañ kalet kostez ma fenn? emezit-hu. Dre ma’z on skrivagner. Aon am eus e vefe barnet ma labour n’eo ket dre e dalvoudegezh met dre ar pezh am bo lavaret a-zivout ar re all. Gouzout a rit dre forzh selaou komzoù unan bennak pe lenn e ali ha kaout heg gant ar pezh a lavar ne seller ket mui ouzh e labour hep soñjal er bern komzoù drouk en deus distaget. Ur seurt sil e teu da vezañ, ur mouch war ar spered. Unan hag a guzh an oberenn a-drek an den pa rankfe an den bezañ kuzhet a-drek e oberenn.

Emichañs e vo speredekoc’h an dud eget se pe e rankin mont da guzhat a-drek un anv-pluenn :p

 

6 réflexions sur « Skrivagner ha barner »

  1. Ya, anavezout a ran ar gudenn-se… klask a ran chom an tostañ posubl eus ar pezh a soñjan fas d’an oberenn, ha c’hoarvezet eo bet din meur a wezh kaout respontoù hegar (egar ?) gant ar skrivagnerien. Santout a ran eo prest an dud da varn ac’hanon (pas va skridoù, n’eus ket bet pell ‘zo) diwar ar pezh a lavaran diwar o levrioù, ha, gwashoc’h, en em santont feuket, kunujennet, gant ar pezh a soñjan. War un dro, ma ne rez nemet reiñ mel da gement levr a gomzez diwar e benn, e tistera pouez al levrioù mat. Evit tud all, e ouezan int ken kizidik, ma ne c’hellan ket sevel (embann, kentoc’h) pennad ebet diwar o levrioù. E mod-se pa varvin e vo un nebeut pennadoù diembann da rastellat war va lerc’h 😉 ne vez ket anat bemdez… plijet on gant da alioù e-barzh Al Liamm, kendalc’h atav !

    1. Eya! Feuket-bras e oan bet gant da bennad diwar-benn Ar voul strink. Ne’m boa ket lâret dit? 😀 (o farsal emaon.)

      N’haller ket reiñ mell da gement levr zo. Ne vez graet e yezh ebet, ne welan ket perak e vefe d’ober en hon hini. Evel ma lârez e wefe gwanaat hon lennegezh e-lec’h klask boutañ war he revr (respet dit) da sevel uheloc’h.

      Trugarez dit diwar-benn ma fennadoù.
      Dalc’h ivez gant da vlog. E lenn a ran gwech ha gwech all. Diaes din kavout amzer da lezel ur poz bennak ha pa vefe evit lâret n’emaon ket a-du ganit war oberenn-mañ-oberenn, ha c’hoarvezout a ra koulskoude 😀

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *