Mammig!!!

« Mammig, sec’hed am eus. »
« Mammig, gouzout a rez pelec’h emañ ma neñneñ? »
« Mammig, echu eo ober kakac’h ganin. »
« Mammig, gallout a reomp sellet ouzh ar pellwel? »
« Mammig, ur bubu am eus. »
« Mammig, koulouch. »
Hag ar pep gwellañ goude bezañ dihunet ar vamm peogwir e tuent gant an naon d’ur sulvezh beure bennak da 7e00, trouz gant ar breur bihan ken e krene an ti: « Chiiit, breurig, arabat dihuniñ Tata, o kousket emañ. »

Etre c’hwi ha me, paotred, tadoù ac’hanoc’h, chalet gant ar c’hoant d’ober diouzh ho kwellañ evit desevel ho pugale, evit terriñ chadenn sevenadurel ar mammoù-gwragez-sklavezed… Ha ne vezit ket hegaset gant ar pleg-se o deus ar vugale da c’helver o mamm bep tro m’o deus un dra bennak da c’houlenn? Gouzout a ran e kavit mat ar poz diwezhañ ha n’oc’h ket tregaset kement-se gant ar fet chom d’ober teil tomm p’emañ ho kwreg oc’h ober war-dro ar vugale. Ya, arabat ankouazh avat ez oc’h « chalet gant ar c’hoant d’ober diouzh ho kwellañ evit desevel ho pugale, evit terriñ chadenn sevenadurel ar mammoù-gwragez-sklavezed ».
Evidon-me, ne livin ket gevier deoc’h. Gwir eo e kavan mat kaout peoc’h gant ma bugale an aliesañ ar gwellañ peogwir em bez dalc’hmat gwelloc’h d’ober eget c’hoari gante pe reiñ ur wech ur banne dour ha div vunutenn war-lerc’h ur wispidenn bennak ha n’o devoa ket soñjet goulenn war an dro gant o banne dour, pe lakaat ar peoc’h da ren etreze, pe ober dezhe renkañ o lasterezh c’hambr h.a.h.a. Koulskoude e kavan hegazus pa vezan ouzh taol gante ha ne c’houlennont netra diganin. Troc’hañ an tamm kig? Mammig. Diskenn ur banne dour? Mammig. C’hwezhañ war ar soubenn re domm? Mammig. Torchañ o genoù lous? Mammig. Betek laerezh boued diganti peogwir e vez gwelloc’h dalc’hmat en hec’h asied (aze ne glemman ket re, rannañ ma boued ne blij ket kement-se din). N’eus nemet un dra a vez goulennet ouzhin: mont diouzh taol. E berr gomzoù, ar vamm evit moumounañ, an tad evit an urzh.
Gwir eo, diouzh ar beure, e plij din evañ ma banne kafe sioulik. Ar pezh zo n’on ket evit gouzañv klevet ha gwelet ar vugale tro-dro d’o mamm dalc’hmat hep reiñ tamm peoc’h ebet dezhi. Broueziñ a ran gwech ha gwech all: « E! Bugale! Un tad hoc’h eus ivez! » Ya. O mamm n’eo ket ur sklavez. Neuze e savan evit mont da gerc’hat dour dezhe, evit torchañ o genoù pe evit reiñ edaj dezhe. Ur wech an amzer e klevan pozioù plijus: « Weeeeeeñ! Me ‘felle din e vefe roet din gant Mammig. Ne garan ket Tata. » Ken kriz all ma respont: « Roet eo dit ganin-me, ma n’out ket laouen, chom hep evañ/debriñ/c’hoari… Ne garez ket ac’hanon? Gwazh a se, da garout a ran-me. » Arabat dikoniñ alato!

Ret eo deskiñ d’ar vugale ez eo echu gant an amzer ma chome ar mammoù er gêr d’ober war o zro… Ac’hanta! Gortozit un tamm. Ne vefe ket bet faltaziet an dra-se? E-pad pegeit ez eus chomet mammoù er gêr d’ober war-dro o bugale? Hanter-kant vloaz? Labourat a rae ar mammoù er feurmoù. Labourat a rae ar mammoù en tiegezhioù paour. Ha ma ne laboure ket ar mammoù bourc’hiz, ar mammoù en noblañs n’eo ket int-i a rae war-dro o bugale, mitizhien o devoa. Ret eo freugiñ ha diskar ar skeudenn-se. Skeudenn ar vamm. Skeudenn an hini a vefe tonket dezhi bevañ, gouzañv ha mervel evit he bugale, evite hepken. Ar vamm tra. Ar vamm ha n’he deus nep buhez evel boud bev en tu-hont d’ar re he deus ganet. Tud zo eus ar mammoù. TUD.

Tud, ya. Hag aet on skuizh gant mojennoù evel « anien ar mammoù ». Ar mammoù o dije dougoù naturel ouzh o bugale, d’o difenn, d’o desevel ha d’o c’harout tra ma n’o defe an tadoù evel doug nemet mont da blantañ e ibil el lec’h ma ouzoc’h? Re aezet. An doare eo o deus kavet ar baotred abaoe milvedoù da chom hep ober war-dro boudoù a c’houlenn aked, nerzh-spered, ha habaskted? Roit peoc’h traoù trouzus, gwelloc’h am eus d’ober… Kaoc’h! Anavezout a ran mammoù ha na blij ket dezhe mailhuriñ o bugale, sevel diouzh noz da welet petra a c’hoarvez gante, ha n’int ket gouest d’o frealziñ ha kement zo. N’eus netra anienel aze. Gwech a vez e farsan gant ma gwreg. N’eo ket ma anien paotr a vir ouzhin a sevel diouzh noz da vont da welet ar bidoc’hig. An diegi an hini eo. Ar c’hoant kousket. Ne gav ket deoc’h e vefe gwell gant ar mammoù chom da gousket ivez? Rak aze emañ hon anien, hon ezhomm: kousket evit dastum nerzh. Un tad fall hag ur pried fall a vezan pa ran van da gousket, pa lavaran ne’m eus klevet netra, pa livan gevier evit delc’her da’m buhez sioul. Anien an tadoù e vefe kement-se? Ha lorc’h a vefe da gaout gant se?

Ma gwreg n’eo ket ma mamm. Ne c’houlennan ket ganti ha feret he deus ma roched. Ne c’houlennan ket ganti ha naet ha kempenn eo ma dilhad. Ne c’hortozan ket ouzh taol ma vo degaset din ma boued. Gwir eo ez eo ma gwreg a fard ar predoù, n’eo ket avat abalamour ma’z eo ur plac’h, abalamour ma oar keginañ ha ma plij dezhi meurbet ne lavaran ket. Ne c’houlennan ket pelec’h he deus lakaet ma levr, ma alc’hwez, ma doug-paperioù… N’eo ket dezhi d’o renkañ. Ma ra ez eo peogwir ez on bet lezirek, n’eo ket peogwir e soñj din ez eo dezhi d’o renkañ.

Nac’h a ran sujañ un den all evit bezañ lakaet war roll ar gwir wazed. Nac’h a ran desevel ma merc’h evit ma sento d’he gwaz. Nac’h a ran desevel ma faotr en doare ma soñjo e tle ar merc’hed sentiñ dimp, paotred. Ne ran foeltr forzh eus komzoù doue ar gristenien evel re an doueoù all a ra d’ar merc’hed bezañ sklavezed.

Marteze e soñje deoc’h e vije skañv danvez ar pennad-mañ. Penaos e c’hallfe bezañ pa ouzer ez eo an tiegezh ar gevredigezh kentañ, an hini ma tesko ar vugale (tud gour an amzer da zont) en em ren? Me a fell din e c’hallfent bevañ en ur bed ma vo ar merc’hed par ouzh ar baotred, n’eo ket en nerzh pe me ‘oar-me. Perak e vefe? N’omp ket par dija etre paotred. Ne vezomp ket ganet gant ar memes barregezhioù. E-keñver doujañs, e-keñver gwirioù an hini e fell din e vefemp par. Lezomp ar mammoù da vezañ tud ha bezomp tud ivez en ur ober war-dro ar boudoù-se ganet diwar an tamm plijadur paket a-gevret. Deskomp dezhe ez omp par d’ar mammoù evit ober war o zro.

4 réflexions sur « Mammig!!! »

  1. Plijus eo lenn seurt pennad. Evidon em eus bet ar chañs da vezañ dilabour pa oa ganet va mab kentañ ha graet em boa war e dro e-pad 18 miz. Mare bravañ va buhez eo bet.

    A bouez bras e vefe reiñ an tu da vuioc’h a dadoù da chom er gêr e bloavezhioù kentañ o bugale. Emplegañ a ra kalz a draoù, evel goproù kevatal paotred/merc’hed, da skouer.

    1. Trugarez dit Olier. A-du-krenn emaon ganit. Brav eo gallout ober war-dro hon bugale, daoust d’an torr-penn e ouzont bezañ.
      E bed al labour avat, ma hañval bezañ anat — ha torr-penn war an dro hervez an implijerien — lezel ar mammoù d’ober un ehan evit desevel o bugale, e vez lakaet an tadoù da dud lezirek hep youl pignat en dere kefridiel siwazh. E berr gomzoù: paotred didalvez.
      Ne vefe ket diaes reiñ goproù kevatal. Ur sapre labour zo d’ober evit lakaat tro-spered an dud da cheñch.

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *