Tata nes aon

Tata nes aonTresañ zo da’m merc’h ar pezh a dlefe skrivañ bezañ din. Kerkent ha ma c’hall e tres. « Petra a blij dit? » eo kustum da c’houlenn gant an dud er gêr ha dindan pemp munut e sav un dresadenn d’an nen.

Abaoe ur pennadig ez eo en em lakaet da skrivañ ouzhpenn. Ur frazenn bennak pe un danevell a-bezh, e galleg peurliesañ, evidon zoken.

Pep tra a cheñch avat er vuhez. War a hañval ez eo laouen o vezañ e Diwan adarre hag o vont war-raok gant ar yezh. Enkrezet e oa en deroù rak ar re all a ouie kontañ e brezhoneg betek kant hag hi ne ouie ket. N’eo ket ne’m boa ket klasket he lakaat da zeskiñ met ne falveze ket dezhi en ober. Gouelet he devoa abalamour da se, kemeret hor boa un hanter-eur ha frealzet e voe. Frealzet ivez tamm-ha-tamm pa veizas ec’h intente hogos kement a veze lavaret gant ar skolaerien tra ma c’houlenne ar re all ma vefe displeget dezhe ar ger-mañ-ger.

Krog eo bremañ da ober gant ar yezh. Mui-ouzh-mui e komz brezhoneg. Mui-ouzh-mui e skriv e brezhoneg.

An dresadenn a welit aze zo bet graet ganti dec’h da noz, buan, a-raok mont da gousket. Ur pezh cheñchamant eo. A-raok e ranken goulenn diganti ober traoù e brezhoneg. Bremañ ne’m eus ket ezhomm ken. Evel-just n’eo ket ken barrek ha ken barrek en div yezh. Pa welan avat ar fazioù reizhskrivadur a ra e galleg, n’he deus ket da gaout mezh gant he brezhoneg.

« Tata nes aon rag an ner, » eme ar plac’h n’he deus ket aon ken d’ober gant hec’h eil yezh.

5 réflexions sur « Tata nes aon »

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *