Pigos farsour

An deiz all em boa graet ma soñj ober labourioù dorn gant ar vugale. N’eo ket alies e c’hoarvez rak n’on ket trpigos_moutigoet kement-se gant an troc’hañ, ar plegañ hag ar pegañ. Dre ma fell din cheñch micher avat ez eo dav din deskiñ un tamm. Un afer all eo avat hag a vo kontet deoc’h marteze pa vo sklaeroc’h ha suroc’h.

Lezet em boa pep tra a-gostez evit ober war o zro da vat. Un nebeud skouerennoù eus Moutig am eus hag ar pezh zo mat er gelaouenn-se eo e oa traoù da sevel gant an dorn. E-touesk an traoù-se e oa ur « pigos farsour », gouzout a rit ar follenn pleget evit ma c’hallfe an nen lakaat e vizied, poentoù liv, ret eo lavaret un niver etre unan ha dek, dibab ul liv hag an tamm paper a vez savet evit diskoachañ ur bomm bennak.

Loc’het fall e oa ar bitellat dre ma n’on ket boaz em boa lakaet ma merc’h da droc’hañ ar follenn e-lec’h ma rankfe bezañ pleget. En ur faziañ e vez desket… Un tamm lietenn beg bennak ha ratreet an traoù. Laouen ar plac’hig hag he zad.

C’hoariet ur pennadig gant ar pigos-se ha lavaret em boa dezhi e c’hallfe en kas ganti d’ar skol d’en diskouez d’he c’hamaladezed. Ar pezh a reas gant plijadur. Evit doare e oa bet kavet mat an dra-se gant ar skolaerez rak da noz e teuas ma merc’h ha ma mab en-dro gant pep a bigos. Re vihan eo ma mab evit ober unan hep skoazell.

Ma merc’h a gontas din he devoa kemeret ul levr ha savet goulennoù diwar e benn en he figos. Ho lezel a ran da sellet ouzh he labour. Me ‘gav din ez eo un doare a-feson evit lakaat ar yezh da vezañ hini ar c’hoari. Labouret e vez war ar yezh war an dro: al livioù, an niveroù, al lenn.

Evel-just e welot fazioù yezh met evit ma c’hallfe ar vugale piaouañ ar yezh evel o hini ez eo arabat difaziañ dalc’hmat. Lezel o faltazi da labourat, sed ar pep pouezusañ aze.

 

5 réflexions sur « Pigos farsour »

  1. Mersi deoc’h!
    Dec’h e oa holl vugale ma c’hlas o c’hoari gant an dra-se, bet fardet gante en diwallerezh, hag hini ebet gouestl da lavaret anv o obererezh. Pigos farsour a gavan brav ken-ken!

    1. An anv « pigos farsour » a oa skrivet e Moutig. E gwenedeg e oa ar pennad. Emichañs e oa bet kavet an droienn-se gant Daniel Doujet d’ar c’houlz-se. Bravoc’h eget « biz-meud biz-meud » brepred 🙂

    1. Ya, hag ouzhpenn e tiskouez e talc’h soñj eus ar pezh a zeskan dezhi. En derc’hent he devoa skrivet « gentil out ». Difaziet anezhi ha he lakaet da skrivañ reizh kerkent. Chomet eo en he spered 🙂

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *