Dianav

An deiz all e oa deuet din anv ma eil dastumad barzhonegoù… ha ne’m boa savet barzhoneg ebet evit c’hoazh. Deuet e oa din goude bezañ lennet un daou-ugent barzhoneg bennak gant KO Un, unan eus brudetañ barzhed Korea ar Su, en dastumad Himalaya sipyeon (Barzhonegoù Himalaya) bet troet e galleg. Souezhus eo kaout un titl hep gouzout petra a zeuy da heul. Abaoe avat em eus skrivet ar varzhoneg kentañ — ha ne vo ket dre ret an hini gentañ en danvez dastumad. Setu-hi:

Petra eo anv al labous o plavañ
Petra eo anv ar wezenn a dap betek an oabl
evel biroù
o tiskouez din ar steredenn
na ouzon anv ebet dezhi

Petra eo anv ar vleunienn dispak
Petra eo anv an amprevan a chug he gwad

Petra eo anv an avel
a c’hoari e blev ma gwreg
emaon o tennañ he foltred
gant ma Samsung Galaxy SM-G900F

2 réflexions sur « Dianav »

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *