Gouzout pelec’h emaon ganti

Dibradañ 132kg

Ur wech bennak e buhez ur sportour e rank hemañ gouzout pelec’h emañ ganti. Petra a dalvez kement-se evidon, da skouer? N’eo ket diaes: gouzout pet kilogramm e c’hallan sevel ur wech hepken e pep embregerezh diaezez.

Setu eta m’hon eus kemeret amzer, Vincent, gourdoner e sal L’Orange Bleue e Komborn, ha me evit klask ma 1AU (pe Arreadenn Uc’hek).

Amañ da heul, an disoc’hoù:

  • Dispakañ gourvezet (bench press): 95,5kg
  • Sachadenn war-grec’h (pull up): +17,5kg (d.l.e. lakaet em eus ar pouez-se ouzhpenn ma hini d’ober ar sachadenn)
  • Poulzad (dip): +45kg
  • Plegadenn (squat): 132kg
  • Kromm daoubennegoù (curl biceps): 40,5kg
  • Dibradañ (deadlift): 132kg

Gant ar sifroù-se e c’hallin sevel programmoù disheñvel evit mont war-raok ha bezañ kreñvoc’h a-barzh pell. Eizh sizhun a chom din kent stagañ gant ma stummadur en ENCP. Seul abretoc’h e vo tizhet ar pouezioù rekis da sevel. Un tamm mat a labour am eus d’ober war embregerezhioù zo: an diframmañ hag ar skoaziañ-gwintañ dreist ar re all.

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *