Gourdonerezh an deiz

An deiz all e oan o lammat gant ar gordenn ha n’on ket bet evit ober tremenoù doubl (pe double unders ma fell deoc’h). Koulskoude em boa prenet ur gordenn a-ratozh, unan skañv hag a dro buan. Ya, ar gordenn a ra, me avat, ne oan ket evit lammat evel ma oa dleet. Re bonner e oan. Tarzhder a rae diouer din. Un dipit. Hiziv eta on aet da c’hourdonañ evit kaout muioc’h a darzhder.

Goude bezañ tommet ma c’horf en ur redek e-pad 2km em eus graet an embregerezhioù-mañ:

  • 6 skar sailhañ + sprintañ (un 30 metrad a oa en holl) 2x 5 arreadenn;
  • Rampadennoù lamm war ur bank 5x 10 arreadenn;
  • Lammoù war un troad 45cm (lammat a raen betek lakaat ma zroad war ar bank) 5x 5 arreadenn;

Da heul on bet o c’hoari ur pennadig gant ar barrennoù kenstur: mont war o hed war-bouez ma divvrec’h, kemer harp war ur varrenn hepken hag ober 5 poulzad. Kement-se am eus graet 3 gwech.

http://www.satd-sa.com

Goude ez on bet gant ar skeul marmouz. Aze em eus graet an treuz 3 gwech (10 barrenn zo) hag evit echuiñ em eus treuzet a-gostez (dorn dehoù ha dorn kleiz a bep eil + ur sachadenn)

 

Poent e oa din distreiñ d’ar gêr en ur redek evel-just. Ha kement ha poazhañ ma divhar em eus graet 3 sprint war-bouez krec’h er mod HIIT, d.l.e 20 eilenn striv ha 10 eilenn diskuizh. E penn-kentañ e oa em soñj ober un Tabata (d.l.e. 8 gwech 20/10) met pa’m eus komprenet ne vefen ket mui evit redek goude an trede sprint… Distroet on d’ar gêr d’ar paz.

2 réflexions sur « Gourdonerezh an deiz »

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *