Ar sevel halterioù

Ar skoaziañ-gwintañ

E-touez an traoù gwellañ zo bet c’hoarvezet ganin em stummadur emañ ar sevel halterioù. Evel kalz a dud em boa bet tro da welet tammoù abadennoù er skinwel eus an atletourien e kampionadoù a bep seurt. Biskoazh avat ne’m boa desket sevel halterioù evelte a-raok miz Du. Ma, klasket em boa en ober ma-unan diwar sellet ouzh videoioù, ne oa ket gant nep stummer avat war an danvez.

E miz Du eta hor boa bet un tañva, daou zevezh gant ur stummerez diplomet ha skiant-prenet ganti, Annabelle. Ur vaouez a-feson, sklaer en he displegadennoù, sichant ha kalonekaus. Goude an daou zevezh-se em boa bet c’hoant da gavout ur c’hlub sevel halterioù evit prenañ skiant, pleustriñ, gourdonañ ha gwellaat ar muiañ posupl.

Graet eo! E Pleurestud em eus lakaet ma anv, er c’hlub Herakles (na petra ‘ta!). Eno ivez on em en gavet gant tud kar o sport ha c’hoant kenteliañ gante. Laouen bras int bet o welet ne zeue ket fall ganin ken e-keñver teknik ken e-keñver nerzh. Kement ha ken bihan m’o deus kinniget din, ha d’ar c’homper a oa deuet ganin, da gemer perzh en ur gevezadeg digor d’an deraouidi, ha gwelloc’h zo, da gemer perzh en unan a c’hallfe talvezout da dizhout al live rannvroel. Dreist e vefe! An eil a vo e deroù miz Meurzh e Kemper. Diaes din nac’h daoust m’emañ pell. Gwelet e vo feteiz gant Michel Lemé.

Un dra zo sur: sed ur sport hag a vourran! Betek klask tapout un diplom evit bezañ gourdoner? Gwelet e vo…

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *